Emgann Kergidu : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D ortho, replaced: <ref → <ref, <ref> → <ref> (2) using AWB
D ortho, replaced: .<ref>François Cadic, ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I </ref>. → <ref>François Cadic, ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I </ref>. using AWB
Linenn 7:
Ha pa oant bet trec'het d'an [[19 a viz Meurzh]], edo bepred kouerien Gorre-Leon dindan an armoù, e [[Ploueskad]], [[Plougouloum]], [[Kleder]], [[Sibirill]], [[Rosko]], [[Gwinevez]], [[Gwitevede]], [[Plouvorn]], [[Sant-Nouga]] ha [[Trelaouenan]]<ref>[[Frañsez-Mari Kadig|François Cadic]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I, p.363-367.</ref> ha klask a raent gronnañ [[Kastell-Paol]]. Ar jeneral Canclaux, a oa diazezet e Brest, a yeas da [[Lesneven]] gant e soudarded, goude bezañ faezhet emsavidi korn-bro [[Plabenneg]].
 
Klevet o doa ar Republikaned edo an dud disuj o vont da dagañ [[Kastell-Paol]] d'ar 24 a viz Meurzh. Neuze e kerzhas soudarded ar Republik, 400 anezho o tont eus Kastell, renet gant Guillier ha Pinchon, ha skoazellet gant soudarded deuet eus [[Calvados (departamant)|Calvados]] hag eus [[Montroulez]], war Kergidu, a oa ul lec'h tremen a bouez.<ref>[[Frañsez-Mari Kadig|François Cadic]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I </ref>.
 
Goude ur c'hrogad un eur hanter e oa krog soudarded ar Republik da gilañ ha ne oa ket kalz a dennoù ganto ken. Met sikouret e voent gant ar jeneral [[Jean Baptiste Camille de Canclaux|Canclaux]] a erruas war lez kleiz ar stêr, e penn un armead etre 300<ref name="Élégoët">Élégoët</ref> ha {{formatnum:1000}}<ref>[[Roger Dupuy]], ''La Chouannerie'', p.15.</ref> soudard. Neuze e voe kemeret un uhelenn war lez kleiz ar stêr gant soudarded ar Republik hag alese a c'halljont tennañ gant o c'hanolioù war an emsavidi<ref name="Kadig">Kadig</ref>.
 
War al lez dehou e talc'he mat ar beizanted ouzh ar Republikaned. Goude termal e tivizas Canclaux treuziñ ar pont ha tagañ an emsavidi dre an tu all. Tec'hel a reas ar beizanted kuit, soudarded ar Republik war o lerc'h. Gwelloc'h e kavas ar re-se, eme Guillier, lazhañ an emsavidi eget ober prizonidi. Da beder eur goude kreisteiz e oa echu an emgann<ref> name="Kadig<"/ref>.
 
Hervez ar Republikaned e vije bet lazhet war-dro 400 den e-touez ar beizanted ha gloazet 300 anezho<ref>[[Roger Dupuy]], ''La Bretagne sous la Révolution et l’Empire, 1789-1815'', p.113-114.</ref>. Hervez enklaskoù nevesañ [[Albert Laot]], ne veneger war rolloù tud varv parrezioù [[Plougouloum]] ha [[Trelaouenan]], ar c'horn-bro ma oa bet an emgann, nemet c'hwec'h den lazhet, ha div vaouez en o zouez, ha soudard ebet<ref>Albert Laot, ''La bataille de Kerguidu'', Skol Vreizh, 2013</ref>. Kement-se a ya a-du gant an danevell eus an emgann a voe savet gant [[Jean Baptiste Camille de Canclaux|Canclaux]] ma lenner ne oa bet lazhet soudard republikan ebet<ref> name="Élégoët<"/ref>.
 
Gant Emgann Kergidu e voe lakaet fin da emsavadeg peizanted [[Bro-Leon]].
Linenn 33:
* [[Trelaouenan]]: 600 lur,
* [[Ploueskad]]: 6 000 lur,
* [[Kleder]]: 13 450 lur.<ref>[[Kristof Jezegoù]] , ''Hor Bro e-pad ar Revolusion'', Ti-moullañ Ar Bobl, [[Karaez]], 1915, pajennoù 157 ha 158 </ref>{{,}}<ref> name="Élégoët<"/ref>.
Kalz tud a voe harzet ha barnet ha daou anezho, Jean Pedel ha François Guivarc'h eus [[ar Releg-Kerhuon]] a voe kondaonet d'ar marv ha dibennet<ref>Dupuy</ref>. Kemend-all a c'hoarvezas ivez gant François Barbier, maer [[Gwitalmeze]], ha Jean Prigent, maer Gwitevede : dibennet e voe an hini kentañ e [[Brest]] d'ar [[17 a viz Ebrel]] hag an eil e [[Lesneven]] d'an [[23 a viz Ebrel]]<ref> name="Élégoët<"/ref>.
 
== Levrlennadur ==
* [http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k495788/f3.image.r=Archives+parlementaires+de+1787+%C3%A0+1860+%22Tome+63%22.langFR Archives parlementaires de 1787 à 1860, t. 63, pp. 503-504, el lec'hienn Gallica],
* [[Roger Dupuy]], ''La Bretagne sous la Révolution et l’Empire, 1789-1815'', Ouest-France Université, 2004, p.&nbsp;114-116,
* [[Roger Dupuy]], ''La Chouannerie'', Embannadurioù Ouest-France, 1995, p.&nbsp;15,
* [[Loeiz Elegoet]], ''Le Léon, Histoire et Géographie contemporaine'', Éditions Palantines, 2007, p.&nbsp;129-130,
* [[Emgann Kergidu (romant)]],
* [[Kristof Jezegoù]], ''Hor Bro e-pad ar Revolusion'', Ti-moullañ Ar Bobl, [[Karaez]], 1915, pajennoù 152-158,
* [[Frañsez-Mari Kadig]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', levrenn I, adembannet gant Terre de Brume, 2003, p.&nbsp;363-367.
 
==Notennoù==