Diplôme national du brevet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: ortho, replaced: ref><ref → ref>{{,}}<ref using AWB
D ortho, replaced: <ref → <ref (4) using AWB
Linenn 9:
|<hr>Lec'hiadur ar breved er skoliata c'hall
|}
An '''Diplôme national du brevet''' (Diplom broadel ar breved), berraet gant ar stumm '''DNB''', zo un diplom stad gall a live V a dalvez da briziañ ar barregezhioù a c'hortozer digant skolajidi Bro-C'hall bezañ mestroniet e fin an Trede klas pe ar c'helc'hiad pevar (5vet, 4e, trede klas) <ref>http://www.education.gouv.fr/cid2619/le-diplome-national-du-brevet.html</ref>. Dre vras ar re a dremen an diplom-se a zo oadet etre 14 ha 15 vloaz. N'eus ket ul liamm rik etre ar fed ma vefe roet an diplom gant ur juri departamantel hag an hent skol a vezo kemeret dre choaz gant ar skolajiad goude ar skolaj. Evit an elfenn-se ez eo ali rener ar skolaj hag ar c'huzul-klas a vez ar pouezusañ.
 
Krouet ez eus bet gant [[Diwan]] un diplom kevatal (hep talvoudegezh ofisiel) anvet an [[A.K.E.D]] (Arnodenn Kreiz Eil Derez) <ref>http://www.diwan.bzh/article.php4?sid=757</ref>{{,}}<ref>http://www.skolaj44.com/2017/05/aked-2017.html</ref>
== 2017 ==
Goude adreizhadur ar skolaj e 2017 e chom an tu gant ar skolajidi da dremen al lodenn Istor-douaroniezh en ur yezh rannvroel penn-da-benn (brezhoneg, euskareg, korseg..). Ar yezh rannvroel a vez notennet ivez e-pad ar bloavezh war un hollad a 50 poent. Dre gomz ar breved a c'hell bezañ tremenet evit an hanter gant ar yezh rannvroel ivez (notennet eo war un hollad a 100 poent).
 
Evit ar bloavezh 2017 ez eus bet 832 654 skolajiad o tremen an arnodenn <ref>http://www.education.gouv.fr/cid118261/diplome-national-du-brevet-session-2017.html</ref>:
* 752 542 evit an hentenn hollek
* 80 112 evit an hentenn micherel
Linenn 21:
Evit skolajidi an hentennoù divyezhek e vez an tu da dremen dre gomz ar Breved en hanter gant ar yezh ouzhpenn d'ar galleg (da skouer brezhoneg). Poentoù a vez roet e fin ar bloavezh hervez ma z'eo bet tizhet al live mestroni war ar yezh goulennet e fin ar c'helc'hiad pevar pe klas trede. Ouzhpenn-se e vez tremenet an Istor-douaroniezh e brezhoneg.
 
An tu a zo da c'houlenn ouzhpennañ ur menneg war an diplom evit diskouezh eo bet tremenet ar skolajiad dre un hentenn divyezhek ha tremenet neuze ar breved gant un eil yezh <ref>https://www.education.gouv.fr/bo/17/Hebdo15/MENE1711397C.htm#:~:text=Enfin%2C%20les%20candidats%20ont%20la,du%20CECRL%20pour%20cette%20langue</ref>.
== Liammoù diavaez ==
* [https://www.reseau-canope.fr/tes/produiou.php?pajenn=oberenn&retorn=klask&id=202 Sujedoù ar breved Istor-douaroniezh e Brezhoneg]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
 
[[Rummad:Deskadurezh e Bro-C'hall]]
[[Rummad:Diplomoù gall]]