Gwalldaol ar 17 a viz Genver 2019 e Bogotá : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: <ref → <ref using AWB
 
Linenn 1:
[[Restr:Complejo Muzu Policía Nacional de Colombia.svg|thumb|Kartenn ar Complejo Muzu Policía Nacional de Colombia, lec'h ar gwalldaol.]]
D'ar 17 a viz Genver 2019, ur c'harr-tan a voe bleniet en Akademiezh polis broadel en [[Bogotá]], e [[Kolombia]]. Ar c'harr-tan a oa aet dre al lec'h betek tarzhañ. Lazhet e voe 21 den (gant ar sponter) ha gloazet 68 all. An tagadennoù emlazh a zo ral e Kolombia. Leuniet e oa ar c'harr-tan gant 80 kilo [[pentolit]]. An dagadenn varvusañ eo er gêr-benn abaoe hini 2003 en [[Gwalldaol El Nogal Club|El Nogal Club]] hag an hini gentañ abaoe 2017 gant [[gwalldaol Centro Andino]]. Ar sponter eo José Aldemar Rojas Rodríguez, un den liammet ouzh an tu kleiz pellañ ha dreist-holl an [[Ejército de Liberación Nacional]] abaoe 30 vloaz. Liammet e oa ivez ouzh torfedourien ar [[Clan del Golfo]] ha disivouderien ar [[FARC]]. Hervez an ELN ez eo ur gwalldaol ganto evit talañ ouzh tagadennoù ar gouarnamant kolombian a-enep dezho en desped d'an emvod evit ar poec'h dalc'het e [[Kuba]] <ref>https://www.france24.com/en/20190121-colombia-eln-car-bomb-attack-bogota-duque-police-academy</ref>.
 
== An dagadenn ==
Hervez pennoù gouarnamant Kolombia, d'ar 17 a viz Genver 2019 da 9:30 mintin, Rojas en deus bleniet ur c'harr-tan Nissan Patrol gris eus 1993 leuniet gant 80 &nbsp;kg a bentolit e kampus ar Complejo Muzu Policía Nacional de Colombia. Eno e laoskas un den nepell diouzh ul loch bus. Rojas en doa kendalc'het goude-se da ziskenn ar straed implijet evit an dezougen er skol. Pa voe c'hwezhet ar c'harr-tan gant ur c'hi enep [[danvez-tarzh]] e vlenias buan dre ar postoù surentez en ur flastrañ gwarded.
 
An danvez-tarzh a voe lakaet da darzhañ e-kichen hunva ar maouezed pa oa ar studierien o tistreiñ eus ul lid ofisiel. N'eo ket sklaer daoust ha lakaet eo bet ar c'harr-tan da darzhañ gant ar sponter pe gant an den a oa bet laosket el loch bus.
Linenn 9:
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
 
[[Rummad:Gwalldaolioù]]
[[Rummad:Istor Kolombia]]