Manse Jolly : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: <ref → <ref (2) using AWB
Linenn 1:
'''Manson Sherrill Jolly''', pe '''Manse Jolly''', ganet e-tro 1840 ha marvet e [[1869]], a oa pemvet mab Joseph Moorhead Jolly ha Anna Cole Sherrill. C'hwec'h breur ha peder c'hoar en devoa, unan anezho a oa marvet yaouank-flamm. Jolly zo bet brudet gant e feulster taer a-enep soudarded an [[Union Army]] lec'hiet en Anderson, South Carolina goude fin [[Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika]]. Un dudenn damvojennel eo, gwelet evel un haroz e doare [[Robin Hood]].
 
Hervez e baperioù milourel, Jolly e oa ur paotr oadet a 20 vloaz "six feet four inches high, ruddy complexion, blue eyes, red hair, and by profession a farmer, born in Anderson district in the state of S.C." <ref>http://andersonuniversity.libguides.com/ld.php?content_id=8895312</ref>
 
Pemp breur dezhañ a zo marvet e-pad ar Brezel diabarzh stadunanat, hag ur c'hwec'hvet a zo en em lazhet goude, posubl eo en defe graet dre kudennoù spered liammet ouzh ar brezel. Ur wech distroet d'ar g$er, e wel e oa bet kemeret an ti gant soudarded an Union Army. Jolly a dou e lazho pemp soudard "Yankee" evit pep hini eus e vreur bet lazhet e-pad ar brezel
 
Jolly en doa heuliet e douadenn. Kuzhet e oa e koadeier e trowardroioù Anderson, ha taget en doa ar soudarded unanet nepell. Jolly en doa implijet kadoniezhoù [[guerrilla]], en devoa bet desket e-pad ar brezel dre ma oa sklêrijenner. Pa voe re zañjerus evitañ chom en Anderson, Jolly a dec'has da g-Cameron (Texas), da di kamaladed en Sherrill e [[1867]]. Eno e varvas beuzet daou vloaz war-lerc'h pa oa o klask treuziñ ur stêr.
Linenn 9:
Beziet eo eno en Texas.
== Bushwacker ==
Traoù a zo disheñvel diouzh mojenn Manse Jolly an digoller. Tec'het e oa da d-Texas dre ma oa 700 dollar aour a oa roet evit tapout anezhañ. Eno eo deuet da vezañ sheriff dre ma oa ur mailh a-fed armoù. En gwirionez Manse Jolly ne oa ket e-unan met ur vandenn a oa gantañ, ar pezh a ra anezho bushwackers, torfedourien sokial a implije al Lost Cause evit digareziñ o emzalc'h torfedourien <ref>https://books.google.fr/books?id=SFLYKtXCagMC&pg=PA104&lpg=PA104&dq=Manse+Jolly+southern+avenger&source=bl&ots=wh2YkZx2sh&sig=ACfU3U2swG5AfFlRn5me7T6YezO7OBLZ9w&hl=fr&sa=X&ved=2ahUKEwiV2YDYkI7iAhVGzBoKHQDuDFMQ6AEwEXoECAcQAQ#v=onepage&q=Manse%20Jolly%20southern%20avenger&f=false</ref>.
 
== Liammoù diavaez ==
Linenn 15:
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
 
{{DEFAULTSORT:Jolly, Manse}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1840]]