Blev-gaol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: .<ref>{{en}} [http://www.euronaturist.com/smooth.htm Smooth Naturist] Penaos dilemel ar blev-gaol]</ref> → <ref>{{en}} [http://www.euronaturist.com/smooth.htm Smooth Naturist] Penaos dilemel ar blev-gaol] using AWB
 
Linenn 2:
[[Restr:Michelangelos David.jpg|thumb|left|100px|E gaol [[David]], kizellet gant [[Michelangelo]], e weler blev ivez.]]
 
Ar '''blev-gaol''' eo ar [[blev]] a zo e [[gaol]] an dud, a-wechoù e krec'h o [[garbedenn]]. [[Blev|marblev]] tanav a vez e gaol ar vugale, neuze e reer blev-gaol eus blev tevoc'h ha hiroc'h pa deu oad ar [[kaezouregezh|gaezouregezh]], gant kresk niver an androgenoù war groc'hen ar reizh.
 
== Kresk ar blev-gaol ==
Linenn 8:
[[Restr:Pubic hair male 1247.JPG|thumb|250px|Blev-gaol ur paotr]]
 
A-raok oad ar [[kaezouregezh|gaezouregezh]] eo marblev tanav a vez war reizh ar baotred hag ar merc'hed. Sed a zo al "live kentañ hervez Tanner".
 
Pa grog ar gaezouregezh, ha dre ma kresk niver an androgenoù, e teu blev tevoc'h ha hiroc'h war groc'hen ar reizh, hag en em astenn a ra gorread ar c'hroc'hen blevek gant ar bloavezhioù.
Linenn 16:
 
== Blev ar baotred ==
Gant ar baotred e teu ar blev-gaol kentañ war ar [[sac'h]], a-strew, pe e krec'h sichenn ar [[kalc'h|c'halc'h]] (live 2). Dindan bloaz e teu stank ar blev en-dro da sichenn ar c'halc'h, (live 3), ha dindan 3 pe 4 bloaz e vez leun ar c'haol gant ar blev (live 4).
 
Dindan 5 bloaz en em astennont war-du traoén ar c'hlunioù hag e savont war ar c'hof betek ar begel (live 5). Takadoù zo war ar c'hoc'hen ha ne vezont ket ken kizidik ouzh an androgenoù, ma teu blev warno diwezhatoc'h. Peurvuiañ e teu ar gizidigezh ouzh an androgenoù, hag ar blev da-heul, en divgazel, war ar vuzell-grec'h, dirak an divskouarn, en-dro d'ar begoù-bronn, e-kreiz ar bruched, dindan ar goñj war ar gouzoug, war ar bruched penn-da-benn, e traoñ an dremm (barv), war an izili hag an divskoaz, war ar c'hein, war ar c'hlunioù.
 
Gwelet eo ar blev kentañ evel un darn eus donedigezh ar gaezouregezh, ha koulskoude eo distag a-grenn diouzh donedigezh ar gonadoù a gas d'an oad a oberiantiz reizhel ha d'ar speriañ stujus.
 
Gallout a ra ar blev-gaol kreskiñ gant an androgenoù hepmui, goude ma ned aje ket ar vielloù pe ar c'helloù en-dro a-zoare (gwelout ar pennad [[kaezouregezh]])
Linenn 29:
[[Restr:Female pubis with hair.jpg|thumb|Blev-gaol ur vaouez.]]
 
Disheñvel eo ar blev-gaol a zen da zen. Darn o devez blev tev ha stank, ha re all blev flour ha tanav.
 
Gallout a ra blev ar c'haol hag an [[divgazel]] bezañ disheñvel-mat o liv diouzh hini blev ar penn. Peurvuiañ e vezont teñvaloc'h, met sklaeroc'h e vezont a-wechoù gant darn.
 
Kalz a wazed o devez blev-gaol a-liv gant o [[barv]] (a-raok na deufe gwenn gant an oad), hag a c'hall bezañ disheñvel e liv diouzh blev ar penn.
Gant an darn vrasañ eus ar merc'hed e vez ur stumm tric'hornek d'o blev-gaol, ha goloet gante o [[moudenn]].
 
Gant gwazed a-leizh ez a ar blev war rouesaat war-grec'h betek ober un [[erv]] blev etrezek ar [[begel]].
 
Evel dindan an divgazel eo stag ar blev-gaol ouzh [[gwagr sebasek]].
 
Evel war blev ar penn e c'hall [[laou]] dont war blev ar c'haol: [[laou faraon]], pe [[laou krapitous]] a vez graet eus ar ouenn-se.
Linenn 54:
Disvleviñ ar c'haol a vez graet abalamour da ziskouez ar c'horf muiañ ma c'haller, hep diskouez blevenn ebet, hag abalamour da wiskañ dilhad a c'holo ar c'horf nebeutañ ma c'haller.
=== Penaos lemel ===
Gant [[koar]] e vez c'hoariet, pezh zo naturel, pe gant produioù kimiek arvarus.<ref>{{en}} [http://www.euronaturist.com/smooth.htm Smooth Naturist] Penaos dilemel ar blev-gaol]</ref>.
 
== Liamm diavaez ==
Linenn 63:
 
{{korf}}
 
[[Rummad:Korfadurezh]]
[[Rummad:Ardivink-genel]]