Etimologiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D ortho, replaced: .<ref>An hevelep emdroadur a weler gant /s/ e galleg : ''maistre'' > ''maître'' /mɛtʀ/, ''mesme'' > ''même'' /mɛm/, ''teste'' > ''tête'' /tɛt/, an /s/ o treiñ da vut bewech, pa veze distaget gwechal using AWB
Linenn 14:
===Emdroadur ar sonioù===
A-viskoazh ez eus tremenet gerioù eus un eil yezh d'eben, ha techet eo ar yezhoù da glotañ kement ger a zegemeront ouzh o doare dibar da zistagañ ar [[vogalenn]]où hag ar [[kensonenn|c'hensosennoù]].<br />
Da skouer, al [[latin]] ''petra'' "maen" a roas an anv-badez ''Pêr'' e brezhoneg. Ne c'halle ket ''Petra'' chom evel ma oa en abeg d'ar ger brezhoneg "petra" ; diwar levezon ar stumm [[gallek]] ''Pierre'' /pjɛr/ e teuas "Pêr", hag en abeg da [[Taol-mouezh|daol-mouezh]] kreñv ar brezhoneg ne c'halled ket distagañ /''''pi'''ɛr/ e-lec'h /pjɛr/ ; ''Pezr'' eo bet ar stumm brezhonek koshañ neuze, dre steudiadur /i/ ha dre emdroadur an /t/ latin e /z/ hervez boazioù distagadur ar brezhoneg, kent bezañ ''Pêr'' /pɛ:r/, an tired-kognek o verkañ dre skrid ar /z/ a zo aet da get, koulz hag astenn ar vogalenn /e/ en abeg d'ar steuziadur-se end-eeun.<ref>An hevelep emdroadur a weler gant /s/ e galleg : ''maistre'' > ''maître'' /mɛtʀ/, ''mesme'' > ''même'' /mɛm/, ''teste'' > ''tête'' /tɛt/, an /s/ o treiñ da vut bewech, pa veze distaget gwechall.</ref>.<br />
Ur skouer all zo gant ar ger gallek ''jamais'', /ʒamɛ/, a zo troet da "james" /'ʒãməs/ e brezhoneg : pouezet ez eus bet war ar silabenn gentañ, hag astennet ar vogalenn, hervez boazioù ar brezhoneg.
 
===Emdroadur ar sinifiañsoù===
Boutin d'ar galleg ''éventuellement'' ha d'ar saozneg ''eventually'' eo ar ger latin ''eventus'' "degouezh" mes disheñvel eo ar sinifiañsoù hervez ar yezh : kement ha "diouzh an degouezh" e talvez ''éventuellement'', pa dalv ''eventually'' kement hag "en diwezh".<br />
 
==Notennoù==