63 237
edits
D (typo, replaced: → using AWB) |
D (→top: ortho, replaced: .<ref>''L'Eternel Masculin'', par Bernard Roetzel, éd. Könneman, 1999</ref>. → <ref>''L'Eternel Masculin'', par Bernard Roetzel, éd. Könneman, 1999</ref>. using AWB) |
||
Bragoùioù-labour e oant da gentañ. Met adalek ar bloavezhioù 1950 e voent diouzh ar c'hiz e-touez yaouankiz SUA. Buan e teujont da vezañ unan eus arouezioù ar vro, evel [[Coca-Cola]], hag ivez arouez ar frankiz dre an dilhad. Er broioù ma rene ar gomunourien, serret ouzh marc'hadourezh [[SUA]] e oant gwelet evel elfennoù fetis ar frankiz, hag er bloavezhioù 1960 e oant evel lifre an enebiezh ouzh ar sistem zoken.
Hiziv e vezont kavet e pep lec'h dre ar bed. Meur a seurt zo, meur a liv, goude ma oant glas da gentañ hepken. N'eo ket sur e vije soñjet gant tud an holl vroioù, evel gant [[Stadunaniz]], ez int un elfenn eus sevenadur hag istor [[SUA]] hag ar Far West, met kentoc'h evel unan eus arouezioù ar yaouankiz etrebroadel. Un dilhad diouzh ar c'hiz eo ar brageier-se abaoe meur a vloaz, hag a bep seurt kinkladurioù a weler warne, pell diouzh an dilhad labour orin, abeg da werzhaén anezho teir pe beder gwech keroc'h en Europa eget e SUA
E 2004 e oa bet prenet 14 miliard a zollaroù e brageier jeans e SUA.
|