Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: r [ → r [ using AWB
D ortho, replaced: <ref> → <ref>, .<ref>'' De 1940 à 1941, réapparition d'une Bretagne provisoirement incomplète, un provisoire destiné à durer '', Etienne Maignen, Bulletin et mémoires de la Société archéologique using AWB
 
Linenn 1:
[[Restr:Estourbeillon.jpg|thumb|Markiz an Estourbeillon, e [[Kendalc'h Etrekeltiek]] [[1904]], e [[Caernarfon]].]]
'''Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache''', pe '''Régis de l'Estourbeillon''' pe '''Markiz an Estourbeillon''' a oa bet ganet d'an [[10 a viz C'hwevrer]] [[1858]] e [[Naoned]] ha marvet e oa en e gastell en [[Avezeg]], e-kichen [[Redon]], d'ar [[4 a viz Gwengolo]] [[1946]]. Bez' e voe unan eus saverien [[Kevredigezh Vroadel Breizh]], ha kannad evit ar [[Mor-Bihan]] etre 1898 ha 1919.
 
==E vuhez==
Linenn 7:
E-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] en em gannas war an talbenn, daoust d'e oad (56 vloaz) ha medalennoù en devoe : al [[Lejion a enor]] ha [[Kroaz-brezel 1914-1918]]. E dibenn ar brezel, e 1919, e c'houlennas digant Thomas [[Woodrow Wilson]], prezidant [[Stadoù Unanet Amerika]], e vefe daskoret he frankiz da Vreizh, en anv gwir ar pobloù d'en em ren o-unan, ha divizet ar frankizoù-se pa vefe bet sinet ar peoc'h etre an holl vroioù. Dileuridi Bro-C'hall en divizoù-se avat, ar c'hentañ ministr [[Georges Clemenceau]] en oa zouez, ne oant ket bet a-du gant kement-se !
 
D'ar 1añ a viz Kerzu [[1940]] e sinas a-gevret gant [[Frañsez Jaffrennou]] ha [[Roparz Hemon]] ur reketig anvet ''Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français'' ("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall")<ref>Gw. ''Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved'', ''Levrenn gentañ'', Frañsez Favereau, pajenn 71</ref> : evit ma vije savet ur vodadeg evit ar "broviñs", ma vije anvet Bretoned da gargidi, ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù.<ref> '' De 1940 à 1941, réapparition d'une Bretagne provisoirement incomplète, un provisoire destiné à durer '', Etienne Maignen, Bulletin et mémoires de la Société archéologique et historique d'Ille-et-Vilaine, tome CVIV [[2010]]</ref>.
 
==Skridoù==
Linenn 23:
[[Rummad:Kannaded Breizh]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1858]]
[[Rummad:Marvioù 1946]]