Nozvezh an Hirgontilli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Notennoù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|en}} (5), {{Link FA|fr}}, {{Link GA|da}} using AWB (10902)
D ortho, replaced: .<ref>{{en}} Ian Kershaw, ''Hitler : 1889–1936 Hubris'', New York : W. W. Norton & Company, 1999, p. 517, p. 727</ref>. Hitler a yeas da welout ur gambr all<ref>Heinz Höhne, ''L'ordre noir, Histoire de l using AWB
Linenn 1:
*''Arabat droukveskañ gant [[Taol treitouriezh an hirgontilli]], er Vvet kantved.''
 
 
'''Nozvezh an Hirgontilli''' (''Nacht der langen Messer'' en [[alamaneg]]) a voe un taol skarzh a c'hoarvezas en [[Alamagn]] entre an [[30 a viz Mezheven]] hag an [[2 a viz Gouhere]] [[1934]], pa voe kaset ul lazhadeg politikel gant ar strollad nazi e-touez an izili anezhañ.
 
E-touez an dud lazhet e oa Gregor Strasser, kontet da vezañ e-touez re an tu-kleiz, hag ivez mirourien enepnazi evel [[Kurt von Schleicher]] ha [[Gustav Ritter von Kahr]]. Be' e oa ivez kalz izili eus ar [[Sturmabteilung]] ([[SA]]).
 
== Istor ==
Linenn 11 ⟶ 10:
E-pad an noz etre an 29 hag an 30 a viz Even [[1934]] e krogas tud [[SS]], gant sikour an arme, da herzel o enebourien hag izili an [[SA]] en Alamagn a-bezh. Himmler ha [[Reinhard Heydrich]] (hemañ a oa e penn servij surentez an SS) a savas neuze un teuliad hag ennañ prouennoù faos a ziskoueze en dije resevet Röhm 12 milion a varkoù a-berzh Bro-C’hall evit diskar Hitler.
 
“Dizoloet” e voe an teuliad d’ar 24 a viz Even gant pennoù bras an [[SS]], ha diwar an teuliad e voe tamallet ouzh Röhm bezañ un treitour a-enep d’ar gouarnamant. D’an 30 a viz Even da 6 eur 30 mintin ec’h en em gavas Hitler en ostaleri Hanselbauer e [[Bad Wiessee]], ma oa boas an SA d’en em vodañ e-pad o frantadoù vakañsoù. Mont a reas e kambr Röhm hag e lavaras dezhañ e oa un treitour hag e oa harzet diouzhtu.<ref>{{en}} Ian Kershaw, ''Hitler : 1889–1936 Hubris'', New York : W. W. Norton & Company, 1999, p. 517, p. 727</ref>. Hitler a yeas da welout ur gambr all<ref>Heinz Höhne, ''L'ordre noir, Histoire de la SS'', Casterman, Tournai, 1972, pp 78-79</ref>: enni e kavas [[Edmund Heines]], penn bras SA [[Breslau]], hag anat e oa en doa hemañ tremenet an nozvezh gant un SA oadet a 18 vloaz<ref>[[Joseph Goebbels]] a implijas an dra-se goude-se a-benn diskouez e oa dleet stourm a-enep da emzalc’h divalav izili an SA gw. {{en}} I. Kershaw, ''op. cit.'', p. 514</ref>. E-pad ur pennad e voe bac’het Röhm e toull-bac’h Stadelheim e [[München]], peogwir ne ouie ket Hitler petra ober gantañ, dre m’en doa Röhm sikouret kas war-raok ar strollad nazi. Ne oa ket tu da virout Röhm en toull-bac’h e-pad pell, na d’e gas d’an estrenvro, na da aozañ ur prosez, rak marteze e vije bet dizoloet ar wirionez. Dindan levezon Göring, Himmler ha Heydrich, e tivizas Hitler lakaat lazhañ Röhm. D’an 2 a viz Gouere ez eas [[Theodor Eicke]] (penn kamp-kreizennañ [[Dachau]]) ha [[Michel Lippert]] da welout Röhm en toull-bac’h. Kement-se a rejont diwar urzh Hitler. Ur bistolenn karget a rojont dezhañ, ha niverenn diwezhañ ar gelaouenn ''[[Völkischer Beobachter]]'', en ur zisplegañ dezhañ en doa dek munutenn evit en em lazhañ. Röhm a nac’has hag a lavaras: ''«Ma rankan bezañ lazhet, laoskit Adolf d'en ober e-unan»''<ref>{{en}}William L. Shirer, ''The Rise and Fall of the Third Reich'', New York : Simon and Schuster, 1960, p. 221</ref>. Ur wech tremenet an dek munutenn ez ejont da welout anezhañ en-dro. Gerioù diwezhañ Röhm a voe ''« Ma Führer, ma Führer »'', hag Eicke a respontas ''« Dav e oa soñjal en se abretoc’h, bremañ ez eo un tammig re ziwezhat »''<ref>Heinz Höne,''L'ordre noir, Histoire de la SS'', Casterman, Tournai, 1972, p. 84</ref>. Lippert a lazhas anezhañ. Ez-ofisiel e voe lazhet Röhm peogwir e oa [[heñvelrevelezh|heñvelreizh]], met biskoazh ne fellas da Hitler asantiñ e oa heñvel emzalc’h pennoù bras [[NSDAP]] pe hini izili ar [[Yaouankizoù hitlerian]]<ref>Harry Oosterhuis, ''Medecine, Male Bonding and Homosexuality in Nazi Germany, Journal of Contemporary History, Vol. 32, N°2 (miz Ebrel 1997), p.187-205</ref>. Evit pennoù bras [[NSDAP]] e prouas marv Röhm e oa Hitler ouzhpenn ur c’hañseller, ur Führer e oa da vat. An Alamaned a gredas muioc’h en NSDAP, al lod brasañ anezho a soñjas en doa Hitler adlakaet urzh er vro<ref>{{en}} Ian Kershaw, ''The « Hitler Myth » : Image and Reality in the Third Reich'', Oxford University Press, 2001, p. 87</ref>.
 
== Notennoù ==