Arthur Le Moyne de La Borderie : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎An istorour: esaouenn using AWB
D ortho, replaced: .<ref>{{fr}} Cornette, Joël. ''Histoire de la Bretagne et des Bretons - Tome II : Des Lumières au XXIe siècle''. Pariz : Le Seuil, 2005 {{ISBN|978-2-02-082517-7}}</ref> → <ref>{{fr}} Cornette, Joël. ' using AWB
Linenn 11:
Emezelañ a reas e Kevredigezh arkeologiezh hag istorel Il-ha-Gwilun, bet diazezet e [[1844]]<ref>{{fr}} {{cite web|url=https://www.sahiv.fr/sahiv/societe-archeologique-et-historique-ille-et-vilaine |title=SAHIV|accessdate=13 Kerzu 2021}}</ref> ; beskadoriad ar Gevredigezh e voe e miz Meurzh [[1863]]<ref>{{fr}} {{cite web|url=https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k207756g/f10.item.zoom |title=''Bulletin et mémoires de la Société archéologique du département d'Ille-et-Vilaine, séance du 12 mars 1863''|accessdate=13 Kerzu 2021}}</ref> betek [[1890]], ha kadoriad adalek miz Kerzu an hevelep bloaz<ref>{{fr}} {{cite web|url=https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k207774d/f262.item.zoom |title=''Bulletin et mémoires de la Société archéologique du département d'Ille-et-Vilainne, Bureau pour l'année 1891-92''|accessdate=13 Kerzu 2021}}</ref>. Dre e labourioù fonnus war amzeriou kozh Breizh e c'hounezas brud vat, betek bezañ enoret evel istorour meur Breizh.
 
Diskoachañ a reas kalz dielloù eus ar [[Krennamzer|Grennamzer]] hag ar mareadoù goude. Dre o studiañ spis en deus gellet displegañ darvoudoù [[rouantelezh Breizh|Rouantelzh]] ha [[Dugelezh Breizh]], hogen tamallet ez eus bet dezhañ klask kuzhat ha diverkañ alies levezon ar [[Franked]] hag ar C’hallaoued war an ensavadurioù breizhat.<ref>{{fr}} Cornette, Joël. ''Histoire de la Bretagne et des Bretons - Tome II : Des Lumières au XXIe siècle''. Pariz : Le Seuil, 2005 {{ISBN|978-2-02-082517-7}}</ref>. Bras e voe e levezon war an emsav rannvroelour da zont, ha diwezhatoc'h war an hini broadelour betek hiziv-an-deiz.<br>
E [[1857]], oadet 30 vloaz, e krouas ar gelaouenn ''Revue de Bretagne et de Vendée'', a renas betek an niverenn diwezhañ e [[1900]]. An enklaskoù istorel e oa an danvez pennañ, e-kichen skridoù lennegel ha studiadennoù lec'hiel. Goude 1900 e voe ''Revue de Bretagne, de Vendée & d'Anjou'', a badas betek [[1914]] ha digoradur ar [[Brezel-bed kentañ]].
 
== Ar politiker ==
Un [[Unpenniezh|unnpennelour]] [[Iliz katolik roman|katolik]] e oa A. de La Borderie, na fazie nepred kavout abeg e pennaennoù ar [[Republik]]. Dilennad e Kuzul departamant Il-ha-Gwilun e voe eus [[1864]] betek [[1871]], ha kannad Gwitreg adalek 1864 betek [[1876]]. Dre ar garg diwezhañ-se e voe daneveller ar Poellgor-enklask parlamantel a-zivout oberoù gouarnamant an difenn broadel, spisoc’h c'hoazh diwar-benn [[Kamp Koñli|Kamp-bac’h Conlie]] ([[Sarthe (departamant)|Sarthe]]) ma voe dalc’het un hanter-kant mil bennak a soudarded vrezhon ha dilezet en un doare dizenel e 1871 ; e [[1872]] e skridaozas an danevell, a voe embannet e [[1874]].<ref>{{fr}} {{cite web|url=https://archive.org/details/lecampdeconliee00bordgoog/page/n10/mode/2up |title=''Le camp de Conlie et l'Armée de Bretagne''|accessdate=13 Kerzu 2021}}</ref>.
 
Er bloaz [[1873]] ez adsavas an ''[[Association bretonne (1843)|Association bretonne]]'' a oa bet divodet e [[1859]] gant gouarnamant [[Napoleon III]] evit abegoù politikel.