Annwn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D ortho, replaced: .<ref>Patrick Sims-Williams, « Some Celtic otherworld terms », e-barzh ''Celtic Language, Celtic Culture : a Festschrift for Eric P. Hamp'', renet gant Ann T. E. Matonis ha Daniel F. Mela, Van Nuys ([[Kal using AWB
 
Linenn 1:
'''Annwn''', '''Annwfn''' pe '''Annwvyn''' eo anv [[krenngembraek]] Bed All ar [[Kelted|Gelted]] e [[Mitologiezh|gwengelouriezh]] [[Kembre]]. Un doare [[baradoz]] eo ''Annwn'' er skridoù koshañ. War an diwezhadoù avat e teuas da vout ur seurt [[ifern]], dindan levezon ar [[kristeniezh|gristeniezh]].
 
Er ''[[Mabinogi|]]''Mabinogi'']] eo [[Arawn]] eo roue Annwn, diwezhatoc'h e kaver anv eus [[Gwyn ap Nudd]] e [[Danvez Breizh|lennegezh arzhurel]]. E mojenn ''[[Pwyll Pendefig Dyfed|Pwyll priñs Dyfed]]'' (kembraeg ''[[Pwyll Pendefig Dyfed|]]''Pwyll Pendefig Dyfed'']]) hag e danevelloù all e tiskouezer ''Annwn'' evel ul lec'h a levenez hag a builhentez.<ref name=":0">Fañch Èlies Abeozen (troidigezh), ''Pevar Skourr ar Mabinogi'', Kemper, Preder, 1980, p. 25-51.</ref>
 
== Etimologiezh ==
Damantañ a ra ar mammennoù krenngembraek e roed d'ar ger ar ster « don-kenañ » er [[Krennamzer|Grennamzer]].<ref>Patrick Sims-Williams, « Some Celtic otherworld terms », e-barzh ''Celtic Language, Celtic Culture : a Festschrift for Eric P. Hamp'', renet gant Ann T. E. Matonis ha Daniel F. Mela, Van Nuys ([[Kalifornia|Kal.]]), Ford & Bailie, 1990, p. 57–84.</ref> Kavout a reer ar stumm galianek ''antumnos'' war ar [[plom al Larzac]]<ref>Plom al Larzac. Gw. http://www.arbre-celtique.com/encyclopedie/plomb-du-larzac-233.htm</ref> a lakfe da soñjal e teu an anv eus *''ande-dubnos'', ur ger a gaver e [[predeneg]] hag e [[galianeg]] gant ar ster lizherennel « ar bed a-zindan ».<ref>Pierre-Yves Lambert, ''La langue gauloise : description linguistique, commentaire d’inscriptions choisies'', Pariz, Errance, 1994, p. 81.</ref>. Distagadur ar ger kembraek a-vremañ a zo [ˈanʊn].
 
== Lec'hierezh ==
Klotañ a ra ar mojennerezh predenek gant an hini gouezelek amañ. Krediñ a raed edo ar Bed All pe war un enezenn pe dindan an douar.<ref>[[John T. Koch]] (rener), ''Celtic Culture : a Historical Encyclopedia'', Santa Barbara (Kal.), ABC-Clio, 2006, p. 1404-1405.</ref>. E kentañ skourr ar ''Mabinogi'' n'eo ket meneget pelec'h emañ ''Annwn'', zoken ma komprener e c'hellfe bezañ e Dyfed.<ref name=":0" /> Er barzhoneg krenngembraeg ''[[Preiddeu Annwfn|]]''Preiddeu Annwfn'']] a gaver e ''[[Levr Taliesin]]'' eo diskouezet ''Annwn'' evel un enezenn : "''yg kaer pedryfan ynys pybyrdor''" ("e Kêr Pedryvan, enez an nor galet", rann 3, gwerzenn 2). Daou vanvez hud all a c'hoarvez en eil skourr ar ''Mabinogi'' ; lec'hiet int en [[Harlech]], e Gwalarn [[Kembre|Bro-Gembre]], ha war [[Enez Gwales]] e Mervent [[Sir Benfro]].
 
== Lennegezh kembraek ==
Linenn 18:
 
=== E testennoù predenek all ===
Deskrivañ a ra ar barzhoneg harozel ''[[Cad Goddeu|]]''Cad Goddeu'']] (e-barzh ''Levr Taliesin'') ur gad etre Gwynedd ha lu ''Annwn'' dindan gourc'hemenn Arawn. Laeret en doa [[Amaethon]], niz [[Math, mab Mathonwy|Math]] roue Gwynedd, ur giez, ur gernigell hag ur [[yourc'h]] digant tud ar Bed All, ha setu penaos e oa kroget ar brezel. Taolennet eo annezidi ''Annwn'' evel tud iskis ha spontus gant korfoù n'int ket denel<ref>Cad Goddeu, gw. http://www.maryjones.us/ctexts/t08.html</ref>. Trec'hiñ a ra [[Gwydion fab Dôn|Gwydion]], [[haroz]] ha hudour, lu Arawn en ur gilhañ ar gwez d'en em gannañ hag en ur zivinout anv unan eus harozed an enebour, [[Bendigeidfran|Bran]].
 
Kavout a reer ''Annwn'' e-barzh ''[[Preiddeu Annwfn|]]''Preiddeu Annwfn'']], ur barzhoneg all eus ''Levr Taliesin''. Deskrivañ a ra beaj ar Roue Arzhur da ''Annwn''. Kontañ a ra an daneveller penaos ez eas Arzhur gant teir lestrad tud da ''Annwn'', ha penaos na zistroas nemet seizh anezho. Anvioù a-leizh en deus ''Annwn'' er barzhoneg : "Caer Pedryvan", "Caer Sidi", "Caer Vedwyd", "Caer Rigor", "Caer Wydyr", "Caer Golud", "Caer Vandwy", "Caer Ochren". An anvioù-se a c'hellfe bezañ anvioù disheñvel evit ''Annwn'', pe anvioù lec'hioù en ''Annwn'' ; n'eo ket splann ar barzhoneg.
 
E-barzh danevelloù all e weler [[Gwyn ap Nudd]] gant karg roue Annwn. Un [[hemolc'h]]er a vlein eneoù ar re varv, ha soñjal a reer e c'hellfe bezañ enkorfañ ar goañv e mojennerezh Bro-Gembre.<ref>Robert Graves, ''The White Goddess: A Historical Grammar of Poetic Myth'' (Octagon Books, 1978). <nowiki>ISBN 0-374-93239-5</nowiki>, <nowiki>ISBN 978-0-374-93239-8</nowiki>.</ref>. E ''Vita Collen'' (''Buhez Sant Collen'') e trec'h ar sant war lez Gwyn en ur implijout dour-benniget. E mojenn ''[[Kulhwch hag Olwen|]]''Kulhwch hag Olwen'']] e lavarer e roas Doue reoliañ an [[aerouant|aerewent]] da c'hGwyn ap Nudd. Kavout a reer en hengoun menegiñ Gwyn o hemolc'hiñ eneoù gant ur bagad chas-spes anvet Cwn Annwn ("Kon Annwn").
 
== Annwn er sevenadur a-vremañ ==
Diazezet eo film John Fawcett ''[[The Dark]]'' (2005) war romant Simon Maginn ''[[Sheep]]'', hag e-barzh e kaver mojenn ''Annwn''.
 
E-barzh e romantoù Sorrowline ha Timesmith e tiskouez ar skrivagner saoz [[Niel Bushnell]] un enezenn anvet ''Annwn'' er Bed All.<ref>Neil Bushnell, ''Sorrowline'', Andersen Press, 2013. <nowiki>ISBN 9781849395236</nowiki></ref>.
 
Kemeret en doa ar skrivagner kembreat David Jones Annwn (ganet e 1953) e anv e 1975 en homaj d'e eontr, ar barzh kembreat Henry Lloyd "ap Hefin" ("map deiz gouel Yann").
Linenn 48:
== Notennoù==
{{Daveoù}}
 
[[Rummad:Mabinogi]]
[[Rummad:Lec'hioù gwengelouriezh Preden]]