The New York Times : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dizober kemmoù 1899619 a-berzh 2A01:CB05:620:DC00:F9AB:366E:5ECD:24B2 (kaozeal)
Tikedenn : Dizober
D →‎top: ortho, replaced: .<ref>[http://www.nytimes.com/2009/10/27/business/media/27audit.html ''U.S. Newspaper Circulation Falls 10%'', Oct. 26, 2009]</ref> → <ref>[http://www.nytimes.com/2009/10/27/business/media/27audi using AWB
Linenn 2:
'''''The New York Times''''' zo ur gazetenn bemdeziek saoznek embannet e kêr [[New York]] e [[Stadoù Unanet Amerika]]. Pouezusañ pemdezieg SUA eo.
[[Restr:"Wreck of the Steam-Ship Atlantic", The New York Times, front page, April 03, 1873.jpg|thumb|"Wreck of the Steam-Ship Atlantic", The New York Times, pajenn kentañ, [[3 a viz Ebrel]] [[1873]]. Pa oa un darvoud pouezus ne or ket ral implij ar c'hentañ bajenn a-bezh.]]
Savet e oa bet d'an 18 a viz Gwengolo [[1851]], gant [[Henry Jarvis Raymond]] (krouer an ajañs [[Associated Press]] e [[1856]]) ha gant [[George Jones (embanner)| George Jones]]. En {{XXvet kantved}} e oa bet tapet brud gant ar gazetenn, betek en estrenvro. E-pad [[Brezel Vietnam]] e oa bet o furchal e teulioù kuzh pe damguzh an arme hag ar gouarnamant, ha diskuliet he doa ar wirionez war ar brezel-se, pa glaske gouarnamant ar Stadoù Unanet livañ an traoù en un doare tuek. Da-heul ar pennadoù-se, embannet e miz Mezheven 1971, e voe kaset an New York Times dirak al lez-varn.
 
Gant [[The New York Times Company]] eo perc'hennet ar gazetenn, kenkoulz ha kazetennoù all, evel ''[[The Boston Globe]]''. Kenlabourat a ra gant pemdeziegoù all, an ''[[New York Herald Tribune]]'' hag ar ''[[The Washington Post]]'', evit embann an ''[[International New York Times]]'', anvet gwechall ''International Herald Tribune'', a vez embannet e [[Pariz]].
 
Brasañ kazetenn bemdeziek ar Stadoù Unanet eo, goude ''[[The Wall Street Journal]]'', a-fet niver a skouerennoù gwerzhet, hag an 39vet kazetenn eo er bed. Diskennet eo an niver a skouerennoù-se avat, abaoe ar bloavezhioù 1990, ha ne sav ket en tu-hont d'ur milion a skouerennoù war ar sizhun.<ref>[http://www.nytimes.com/2009/10/27/business/media/27audit.html ''U.S. Newspaper Circulation Falls 10%'', Oct. 26, 2009]</ref>.
''The New York Times'', lesanvet "''The Gray Lady''", zo he ger-stur "''All the News That's Fit to Print''". Adkavet e vez e korn kleiz ar gazetenn war ar golo.