Felix Timmermans : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Felix Timmermans '''Leopold Maximiliaan Felix Timmermans''' (5 Gouere 1886 – 24 Genver 1947) zo ur skri..."
 
D →‎top: ortho, replaced: .<ref>{{Cite web|url=https://www.nobelprize.org/nomination/archive/show_people.php?id=9276 |title=Nomination Database - Nobelprize.org|website=www.nobelprize.org}}</ref> → <ref>{{Cite web|url=htt using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Bundesarchiv Bild 102-12722, Felix Timmermanns.jpg|thumb|Felix Timmermans]]
'''Leopold Maximiliaan Felix Timmermans''' (5 Gouere 1886 – 24 Genver 1947) zo ur skrivagner nederlandek eus [[Flandrez]]. Troet eo bet e oberennoù e kalz yezhoù all. Kinnniget e oa bet e anv teir gwech evit [[Priz Nobel al lennegezh]].<ref>{{Cite web|url=https://www.nobelprize.org/nomination/archive/show_people.php?id=9276 |title=Nomination Database - Nobelprize.org|website=www.nobelprize.org}}</ref>.
 
Ganet e voe Timmermans e kêr [[Lier (Belgia)|Lier]], en ur familh pevarzek a vugale. Mervel a reas e Lier ivez da 60 vloaz. Skrivañ a reas pezhoù-c'hoari, romantoù istorel, oberennoù relijiel ha barzhonegoù. ''Pallieter'' (1916) eo e romant anavezetañ. Lod eus e skridoù zo bet sinet gant an anv-pluenn ''Polleke van Mher''. Livour ha tresour e oa ivez.
 
E deroù an [[Eil Brezel-bed]] e oa Timmermans e penn ar gelaouenn vroadelour flandrezat ''Volk''. Kemer a reas perzh ivez en ''Europäische Schriftsteller-Vereinigung'' (Kevre Skrivagnerien Europa), hag a oa bet diazezet gant an [[Nazied]]. Abalamour da se, hag abalamour ma resevas ar ''Rembrandtprijs'' (Priz Rembrandt) digant skol-veur [[Hamburg]] e 1942, e voe sellet outañ, goude ar brezel, evel ur "c'henlabourer sevenadurel". Didamallet e voe avat d'an 22 a viz Kerzu 1946.
 
==Notennoù==