Diaspora : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: .<ref>{{Liamm web|url=https://www.letelegramme.fr/histoire/diaspora-bretonne-en-quete-du-reve-americain-17-01-2019-12185480.php|titl=Diaspora bretonne. En quête du rêve américain|oberour=Kévin Storme|em using AWB
Linenn 1:
'''Diaspora''' ({{grc}} διασπορά ''diasporá'', diwar διασπείρω ''diaspeirō'' "Strewiñ a ran") eo ar ger implijet evit kaozeal diwar-benn ur boblañs strewet eus he ziriad orin. Da gentañ e termene strewadur bras ur boblañs dre heg, pell eus he ziriad orin, ha dreist-holl diaspora ar [[Yuzevien]]. Hiziv e c'hell bezañ n'eus forzh peseurt poblañs hag a c'hell bezañ c'hoazh ar muiañ-niver anezhi en he ziriad orin, evel an diaspora [[Armenianed|armenian]], [[Mec'hikaned|mec'hikan]] pe diaspora ar [[Bretoned|Vretoned]] zoken.<ref>{{Liamm web|url=https://www.letelegramme.fr/histoire/diaspora-bretonne-en-quete-du-reve-americain-17-01-2019-12185480.php|titl=Diaspora bretonne. En quête du rêve américain|oberour=Kévin Storme|embanner=Le Télégramme|deiziad=17.01.2019|lennet d'=an 23 a viz Ebrel 2020}}</ref>.
 
Klasket e oa bet lakaat kemm etre an doareoù diaspora disheñvel, diouzh o fennabeg (koñvers, fiñvadegoù, [[impalaerouriezh]]) pe diouzh ar sternioù sokial hag al liammoù ouzh ar vro orin. Lod eus an diasporaoù a zalc'h liammoù kreñv-kenañ ouzh o ziriad orin, betek war an dachenn bolitikel. Asambles gant mennozh an diaspora e c'hell bezañ mennozh an distro, darempredoù gant kumuniezhoù all eus ar memes diaspora ha diouer a embarzhiñ-klok er vro zegemer. Alies e talc'h un diaspora liammoù politikel ouzh he bro-orin kenkoulz hag e levezon war bolitikerezh he bro-zegemer.
 
== Diaspora yuzev ==
An '''diaspora yuzev''' ({{he}} תְּפוּצָה‎, ''tfutza'') pe '''harlu''' ({{he}} גָּלוּת ''galut''; {{yi}} ''golus'') eo an anv roet da strewadur ar [[Yuzevien]] dre ar bed hag er-maez eus o douar orin ([[Eretz Israel]]). Da gentañ-penn e oa ster nemetañ ar ger "diaspora". Komañset e oa an harlu goude distruj [[Rouantelezh Israel]] en norzh gant an [[Asiria|Asirianed]]ned a-raok mont pelloc'h, gant fin [[Rouantelezh Yehouda]] e [[-586]], distrujet gant [[Babilon]] ha distruj [[Jeruzalem]] gant ar [[Romaned]] e [[70]]. E [[132]] e voe berzet d'ar Yuzevien bezañ o chom re dost ouzh [[Jeruzalem]], adanvet [[Aelia Capitolina]].
 
== Daveoù ==