Belle & Sebastian : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 24 Du 2005 da 13:34

Belle & Sebastian a zo ur strollad pop a vro Skos savet e Glasgow e miz Geñver 1996 da geñver

ur genstrivadeg sonerezh aozet get rann business ar sonerezh en o skol-veur. "Tigermilk" a voe

o albom kentañ, savet dreistholl a-zoc'h empenn faltazius Stuart Murdoch, hag enrollet e sigur

pleustriñ ar gelennadurezh ha lakaet da zonet er-maez get ar label dizalc'h Electric Honey.

Goude e voent engouestlet get ur label brassoc'h, Jeepster Records ha savet un albom nevez e

1996 : "If You're Feeling Sinister" e 1996 hag un nebeud pladennoù berr (astennadoù anezhe) e

1997. O zrede albom "The Boy with the Arab Strap" e 1998 a voe tizhet an top-20 getoñ e

renkadurezh ar pladennoù muiañ gwerzhet e Breizh Veur. Ar Brit Award evit "Best Newcomer" o

deus tapet e 1999. Klevet e voe ar strollad er festival Bowlie Weekender e 1999.

Engouestlet e voent e miz gourhelen 2002 get Rough Trade Records. "Dear Catastrophe Waitress",

savet e 2003, a voe degemeret mat ivez (c'hwitet ar priz Mercury Music getoñ e 2004). Setu ur

strollad lidet ged e garourion avat, karourion leal mard eus anezhe.

E miz Geñver 2005 e voe dibabet ha dilennet Belle and Sebastian gwellañ strollad bro Skos get

The List, e-touez strolladoù skosek arall (Simple Minds, Idlewild, Travis, Franz Ferdinand,

the Proclaimers, ha re 'rall...).

Añv ar strollad a zo bet dilennet gete e koun "Belle et Sébastien" (ur c'hi hag ur paotr

bihan), ur levr evit ar vugale skrivet get ar skrivagnerez c'hall Cécile Aubry, ur

film-kazetenn a oa bet graet e bro C'hall diàrnehoñ hag un dresadenn-vev e bro Nippon e 1981.

Izili diazez ar strollad eo Stuart Murdoch (kan, gitar, touchennaouegoù), Stevie Jackson (kan

ha gitar), Chris Geddes (touchennaouegoù), Sarah Martin (violoñs ha kan), Mick Cooke (trompilh

ha gitar boud), Bobby Kildea (gitar ha gitar boud) ha Richard Colburn (taboulinoù). Gwezharall

e oa bet Isobel Campbell (kan ha violoñsell) ha Stuart David (gitar boud) ennañ.


Pladennoù :

   * Tigermilk, 1996; #13 UK (addaet er maez e 1999)
   * If You're Feeling Sinister, 1996
   * The Boy with the Arab Strap, 1998; #12 UK
   * Fold Your Hands Child, You Walk Like a Peasant, 2000; #10 UK, #80 US
   * Storytelling, 2002; #26 UK, #150 US
   * Dear Catastrophe Waitress, 2003; #21 UK, #84 US


ha dastumadegoù :

   * Lazy Line Painter Jane (box of first three singles/EPs), 2000
   * Push Barman to Open Old Wounds (2xCD compilation of Jeepster EPs), 2005; #40 UK