Strollad An Deskadurezh Eil Derez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Netra da welout gant SADED.
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
 
Echu e oa gant Strollad An Deskadurezh Eil Derez e-korf ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. Krog eo Preder da embann kentelioù S.A.D.E.D. en o fezh : graet eo evit a sell ar c'hentelioù a grennvrezhoneg hag a yezhadur.
 
==Hêrezh KIS==
Un toullad tud a denn korvo eus labourioù KIS : an ti-embann [[An Here]], an ti-embann [[Aber]] (renet gant [[Pierrette Kermoal]]), ar gelaouenn [[Nidiad]] (gant [[Malo Adeux]]), ar geriadurour [[René Le Gléau]] (geriadur embannet gant [[Al Liamm]]), ar geriadurour [[Francis Favereau]] (geriadur embannet gant [[Skol Vreizh]]), ar geriadurour [[Martial Ménard]], ar prederour [[Fañch Kerrain]] (embannet e skridoù gant tiez-embann eus [[Kuzul ar Brezhoneg]]), ar skrivagner [[Koulizh Kedez]], ar skrivagner [[Padrig an Habask]] (rener an ti-embann [[Al Lanv]]), an arzour [[Yann-Ber Tillenon]], troerion evel [[André Markowicz]] (a zo a-enep ar brezhoneg peurunvan), [[Alan Monfort]] (bandennoù treset embannet gant [[Yoran Embanner]]), [[Yann-Varc'h Thorel]], [[Ronan an Deroff]], [[Jean-Michel Mahe]] (embannet un droidigezh anezhañ gant [[An Alarc'h Embannadurioù]]).
 
==E Diwan==
Gant [[Kreizenn ar Geriaouiñ]], e [[Diwan]], ez eus klasket ober gant ur c'heriaoueg etrebroadeloc'h hep ober gant gwriziennoù keltiek na kinnigoù KIS, lezet a-gostez, war-bouez un nebeud anezho. Daoust da se e ra lod eus gopridi [[Diwan]] gant kement ger bet krouet gant KIS. Gerioù KIS eo a gaver e geriadur Martial Ménard, arveret er skolioù Diwan, ha n'eo ket kinnigoù Kreizenn ar Geriaouiñ, na gaver e geriadur ebet koulz lavarout. Da skouer, e Diwan e vez lavaret ''urzhiataer'', ur ger krouet gant KIS, ha n'eo ket ''kompoder'', kinniget gant Kreizenn ar geriaouiñ.
 
==Notennoù==