C'hwec'hvet Kenunaniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: a R → a R (4) using AWB
 
Linenn 2:
Ar '''C'hwec'hvet Kenunaniezh''' (1812-1814) zo un emglev-brezel hag a vodas ar [[Rouantelezh-Unanet]] hag [[Impalaeriezh Rusia]] da gentañ, [[Rouantelezh Prusia]] goude, [[Sveden]] hag [[Impalaeriezh Aostria]] diwezhatoc'hik, hag un nebeud stadoù alaman ouzhpenn, a-enep d'an [[impalaeriezh c'hall kentañ]], harpet c'hoazh gant [[Italia]], [[Danmark]] ha stadoù alaman all.
 
War-dro 2,5 milion a soudarded a gemeras perzh en emgannoù (hag an droiad-vrezel da Rusia a gonter e-barzh), ha bras-spontus e voe an niver a dud lazhet pe gloazet, pe marvet gant ar c'hleñved: tremen 2 milion a dud. E-touez an emgannoù krisañ e lakaer re Smolensk, ar Moskova, Lützen, Dresden hag [[Emgann Leipzig (1813)|Emgann ar broadoù]] e [[Leipzig]] e 1813.
 
 
 
 
==Aloubadeg Rusia gant an arme c'hall e 1812==
[[Feur-emglev Tilsit]] a oa bet etre Rusia ha Bro-C'hall. Met nac'h a reas an tsar [[Aleksandr Iañ (Rusia) |Aleksandr Iañ]], broudet gant an noblañsed rus a oa savet a-du gant ar Saozon, da genlabourat gant Napoleon ha da seveniñ blokus Europa evit enebiñ ouzh ar [[Rouantelezh-Unanet]]. Napoleon a gavas dezhañ ne chome nemet ober brezel, hag a yeas da aloubiñ Rusia en [[1812]].
 
An Arme Vras a oa enni bagadoù soudarded eus an holl vroioù e dalc'h an impalaer gall, Italianed, Alamaned, Aostrianed, en holl 600 000 a dud a dreuzas ar stêr [[Niemen]]. E penn an arme rus edo [[Koutousov]].