Cato ar Yaouankañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummadoù
D typo, replaced: . E → . E (3) using AWB
Linenn 2:
 
==E vuhez==
Gourvab e oa da g-[[Cato an Henañ]]. Yaouank e oa pa grogas da ziskouez un ene kadarn ha kalonek. Da bevarzek vloaz e voe kaset da balez an diktatour [[Sylla]] ha pa welas pennoù gwadek an harluidi heskinet e c'houlennas ur [[gougleze]] da zisammañ Roma, emezañ, diouzh an [[tirant]]. En [[-65|65]] kent JK e voe dilennet da gestour ma sachas an evezh warnañ oc'h ensellout pizh dihelloù an Teñzor e deroù e amzervezh-kestour, hag o lakaat reizhañ ar fazioù niverus er c'hontoù dleet da lezober e ziagentidi.
 
En [[-63|63]] kent JK, da vare irienn [[Catilina]], ez eas a-du gant an diarbennoù dibleg erbedet gant [[Cicero]]. Disfiz en devoa diouzh [[Pompeius]], hag enebiñ a reas kreñvañ ma c'hallas ouzh c'hoant [[Julius Caesar]] da gemer ar galloud, ma votas en [[-59]] a-enep an disentez d'en lakaat e penn armeoù roman Galia e-pad pemp bloaz, o lavarout d'ar senedourien e krouent un tirant a-benn ar bloavezhioù da zont.
 
En [[-52]], edo war ar renk evit bout konsul e [[-51]], met daou gonsul a-du gant Pompeius eo a voe anvet.
 
E deroù ar brezel-diabarzh en -49 e voe gouarnour Sikilia, ha rediet e voe da dec'hel ac'hano gant harperien Caesar, renet gant [[Curion]]. Mont a reas a-du gant Pompeius, ha trec'hiñ a reas bagadoù Caesar e [[Dyrrachium]]. Pa glevas anv eus faezhadenn [[emgann Farsala]], ha drouklazh Pompeius prestik goude, e vodas pezh a vane eus an arme republikan hag ez eas ganti da Afrika, ma edo [[Quintus Metellus Scipio]], e penn un toullad soudarded, o prientiñ enebiñ ouzh Caesar. Pa voe faezhet Metellus Scipio en [[emgann Thapsus]] d'ar 6 a viz Ebrel 46, ne fellas ket da Gato « dreistvevañ d'ar frankiz » : en em dennañ a reas en [[Utica]] hag en em doullgofañ gant e gleze. A-raok reiñ an taol kleze, a lavarer, e lennas hag e prederias war ar Phédon, un divi ma ra Plato un displeg diwar-benn divarvelezh an ene. Troet e oa Cato gant kelennadurezh ar [[stoikourien]] a glote gant garvder e demz-spered.
 
Hervez [[Ploutarc'hos]] e oa istimet kaer gant Caesar, a c'hoantae pardoniñ dezhañ ha leuskel e vuhez gantañ, met re ziwezhat e tegouezhas en Utica ha pa glevas e oa marvet cato e lavaras : « ? »
Linenn 23:
* ''Mort de Caton d'Utique'', gant [[Josef Abel]] (1817).
* ''La Mort de Caton d'Utique'', gant [[Pierre-Narcisse Guérin]], 1797, [[École nationale supérieure des beaux-arts]], [[Paris]].
* ''[[La Mort de Caton d'Utique]]'', eoulivadur gant [[Jean-Paul Laurens]] en 1863. A zo miret er [[musée des Augustins de Toulouse]].
<gallery caption="''Marv Cato Uticensis'', el livouriezh" >
Ca' Rezzonico - Suicido di Catone - Giambattista Langetti.jpg|Gant [[Giambattista Langetti]]
Linenn 33:
</gallery>
 
[[Rummad:Ganedigezhioù -95]]
[[Rummad:Marvioù -46]]
[[Rummad:Politikerien Henroma]]