Juted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: ortho, replaced: <ref → <ref using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
[[Asser]], en e ''Buhez Akfred'' a lar e oa mamm [[Alfred Meur]], [[Osburga]], un diskennad eus Juted [[Enez Wight]], a vefe, hervezañ an hevelep pobl hag ar [[goted]]. N'eo ket gwirheñvel tre, avat. Hervez ur vartezeadenn a-vremañ, avat e vefe ar Juted ar [[Geated|C'heated]], ur bobl a veve gwechall e su [[Sved]]. En andonioù kozh e oant galvet ''Eotas'', ''Iótas'', ''Iútan'', pe ''Geátas''. Sklaer eo e ''[[Widsith]]'' and ''Beowulf'' e oa disheñvel an ''Eotenas'' eus ar ''Geátas''. Posupl eo e oant bet kmmesket an daou anv evel ma'z eo posupl e oa ar Juted ur bobl liammet ouzh ar [[Geated|C'heated]]. En '[[Gutasaga]]'' eo meneget e oa aet kuit d'ar c'hevandir un darn eus tud [[Gotland]].
 
Asambles gant an [[Angled]], ar [[Saksoned]] hag un nebeutnebeud [[Frizianed]] e oa ar Juted e touez ar meuriadoù a oa treuzet [[Mer an Norzh]] da breiziañ ha aloubiñ [[Preden]] goude ar {{IVe kantved}}. Hervez Beda o-defe en em staliet e [[Kent]] (ma voent galvet ar ''Cantuarii''), [[Hampshire]] (e [[Wessex]]) hag en [[Enez Wight]] (ma voent anvet ''Uictuarii''). Bez ez eus un nebeutnebeud ag anvioù-lec'h a ziskouez e vev Juted er rannvro, evel ''Ytene'', a vefe bet anvioù kozh [[New Forest]] hervez [[Florence Worcester]].
 
Tra ma'z eo aes da welout o levezon e Kent ez eo aet da get ar Juted er rannvroioù arall. Goude ma oa bet staget [[Rouantelezh Ket]] ouzh [[Wessex]] e oan bet beuziet gant ar meuriadoù arall da furmiñ ar bobl [[saoz]]. Hervez un nebeutnebeud a glaskourien, avat, e vefe bet lazhet tout ar Juted Hampshire goude aloudabeg ar rannvro gant Wessex. N'eo ket sur, avat, ha posupl eo an noblañs hepken a oa distrujet, ma oa boutin er mare-se, tra ma oa heñvelekaet ar werin.
 
== Notennoù ==