Ekologiezh politikel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Mont da wellet ivez: typo, replaced: t i → t i using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
An '''ekologiezh politikel''' a zo un ideologiezh politikel a gav e orinoù, e keñver istor hag e keñver menozioù, er stourmoù evit difenn an endro, met ivez e stourmoù [[diveliouriezh|diveliour]] ar [[bloavezhioù 1960]] ha 1970 (hippied, [[Mae 68]], h.a.). Evit pal en deus da grouiñ ur gevredigezh soutenapl (''sustainable''). An ekologourien politikel a lavar ez eo un alternativenn kement d'an [[tu-dehou]] [[kevalaouriezh|kevalaour]] pe [[mirouriezh|mirour]] ha d'an [[tu-kleiz]] [[marksouriezh|marksour]], daoust ma n'em lec'hiont alies diouzh an tu-kleiz. Kondaoniñ a reont da skouer an holl ideologiezhoù all (kement re an tu kleiz ha re an tu dehou eta) evit bezañ [[ampletuzouriezh|ampletuzour]] ha [[bevezouriezh|bevezouriezh]]. Int a lavar lakaat ar ''bezañ'' da gentañ, pa lakfe an ideologiezhoù politikel all ar ''kaout'' da gentañ. A dra sur d'an nebeutañ, an ekologiezh politikel a zo ur gwir [[familh ideologel]] nevez, bet krouet er [[bloavezhioù 1970]].
 
Un nebeutnebeud eus ar menozioù a framm an ekologiezh politikel:
*Lakaat war-raok ar produiñ hag ar c'henwerzh lec'hel (ar [[c'helc'hiad berr]]) evit diorroiñ an ekonomiezh lec'hel, bevenniñ ar muiañ posupl an niver a hantererien, ha chom hep saotrañ-re dre an transportoù.
*A-enep d'an [[energiezh nukleel]] ha d'an teknikoù risklus pe saotrus dre-vras (ar [[Benvegadoù Kemmet en un doare Genetek]] - BKG - da skouer) o lakaat war-raok [[reolenn ar ragevezh]]. Hervez ar reolenn-se eo ret chom hep lakaat e pleustr un teknik nevez keit ha ma 'n eus ket bet prouet en un doare skiantel ne lakfe ket en arvar yec'hed ar boudoù bev, pe ar viosferenn en un doare hollek.