Keginañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Paotr (kaozeal | degasadennoù)
D liamm wiki-fr
Linenn 4:
Ar c'h-'''Keginañ''', pe ar c'h-'''Cuisine''', a so an arz hag an teknik da aosañ boued ewid magañ an dud.
 
Ar c'h-Cuisine a zeskriv pratikamant penaos dibabañ ha prenañ an danvezioù implijet da aosañ ar [[pred]], penaos prepariñ anehe, pezhsort benwegi implijañ, an doareoù-poasañpoazhañ, ha modoù a-beb-sort ewid presantiñ ar pladoù.
 
== Aosañ ar prejoù ==
=== Dibabañ, produiñ ha prenañ boued ===
Ar mod da geginañ a zepant deus ar c'heginour, deus an dañvezioù disponibl, ha c'hoazh deus boasioù hag obligaçionoù kulturel, medikal ha relijïel.
 
Ewid ur boued boud implijabl, ema red dehañ boud aes da gavoud ha marc'had-mad a-walc'h.
 
Peogwir e zebr un den ewid e blijadur ha n'eo ket ewid bewiñ ha kreskiñ hebkén, ema red d'ar boued boud saourus a-walc'h, pezh a chanch herwez ar vro hag ar gevredigezh. Debriñ, ouzhpenn-se, a so un akt soçial, setu ne vo ket debret gant tud-so sortoù-boued-so, abalamour d'ou imajoù fall (eol kolza dibaoe ar c'h-Kentañ Bresel-Bed...), padal e vo klasket gant tud all traoù rar ha ker (ar foie-gras pe ar c'haviar) pe c'hoazh traoù aoset gant kals a ijin ha diskouezet braw-kenañ war ar plad ha war an daol.
 
Keginañ ha debriñ a hall boud un akt relijïel, ha politik sikén. Lakaet ez eus bet tabouioù war bouedoù so, war doareoù-prepariñ, gant kulturioù ha gant relijionoù.
 
An traoù-se a zepant iwe deus reolennoù-bewiñ an den o tebriñ. Lod a glasko boued gant labelioù a beb sort : kalite, orijin, mod da broduiñ (bio, pe war an hent-se). Lod a refuso traoù tennet deus loened (ar [[vejetarian|vejetarianed]] hag ar [[vegan|veganed]]), ewid resonoù etik kement ha ewid pass gober droug d'al loened, pe ewid preserviñ ar [[biosfer]] (ewid pezh sell deus an enerji, kreskiñ 1 c'hilo a broteïn-loen a goust kals kerhoc'h eged kreskiñ kement-all a broteïn vejetal).
 
Penaos e vez dibabet ar boued a zepant deus ur bern variabloù.
E-pad pell, ema bet an disponibilite ar penn-fakteur, – disponibilite e-barzh ar vro kement ha disponibilite e-pad ar mare-bloaz.
Ar boasioù hag an teknikoù a so daet deus ar fakteurioù se, ha deus disponibilite ar c'hombustibloù iwe (koad, glaou).
 
Hiziw c'hoazh, ewid an taol vras deus an dud war an douar, e ta ar boued deus jardinoù pe deus ar labour-douar-bewañs, – da lâred eo : deus produksionoù lokal. Variete ar boued a zepant neuse deus biodiversite beb korn-bro. Ba broioù industrialiset e vez degasset ar boued deus komersoù-tost ha supermarc'hajoù. Kavet e vez produioù fraost, hanter-aoset, pe prest da zebriñ (ne chom ket mui med da boazhañ an traoù).
 
Bremañ pa vez ur bern komers etre ar broioù, e vez kavet frwezh ha legumaj a-hed ar bloaz, pezh ne oa ket gwezhall-gozh. An dra-se en deus chanchet boasioù-debriñ ha ritoù so. (Da skwer ne dal ket mui ofriñ un aval-orañj ewid Nedeleg)
 
Bouedoù so ne vezont ket debret kén, goude fenomenoù-mod, pe dre emaint bet dileset gant an industri agro-alimentar.
 
{{LabourAChom}}