The Lord of the Rings : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Ar gwalinier a dalvezfe forzh peseurt hini a gav din. Ha pa ne vefent ket strobinellet
Linenn 2:
[[Restr:El Señor de los Anillos lectura.jpg|right|300px|border]]
 
'''''The Lord of the Rings''''' (hag a c'hellfe bezañ ''Aotrou ar Gwalennoù'' pe ''Aotrou ar Gwalinier'' e brezhoneg) a zo ur romant hanez ha moliac'hoù skrivet gant [[J. R. R. Tolkien]], ur studier yezhoù bet kelenner e Skol-Veur [[Oxford]]. Rannet eo an istor e c'hwec'h levrenn liammet daou-ha-daou e teir lodenn : Lodenn gentañ, levrenn un ha daou : ''The Fellowship of the Ring'' (''Kumuniezh ar Walenn''), eil lodenn, levrenn tri ha pevar : ''The Two Towers'' (''An Daou Dour''), trede lodenn, levrenn pemp ha c'hwec'h : ''The Return of the King'' (''Distro ar Roue''). Astennet eo ivez gant c'hwec'h stagadennig, enno istor ar Gorred hag an Dud, kronologiezh an eil hag an trede oadvezh, gwezenn lignez an Hobbited pennañ, un daolenn eus an deiziadurioù implijet gant an Hobbited, an Elfed hag Dud, deskrivadur an daou lizherenneg pennañ implijet e [[Douar-ar-C'hreiz|Douar ar c'hreiz]], un displegadenn diwar-benn ar yezhoù komzet.
 
An titl a zave da [[Saoron]], ar penneneber, en devoa krouet pell a-raok an istor ar Walenn Nemeti evit mestroniañ ar Gwalennoù a C'halloud all, hag ober brezel evit ren ''[[Douar-ar-C'hreiz|Middle-Earth]]'' (a zo ''[[Kreizdouar]]'' e ''[[An Hobbit]]''). Trec'het e voe avat ha kollet e Walenn Nemeti. An istor a heuilh ur strolladig Hobbited renet gant [[Frodo Sac'heg]]. Bet en deus ur walenn digant e eontr [[Bilbo]] hag a zo ar Walenn Nemeti. Kemer a ra penn an hent da vont da zistrujañ ar Walenn gant ur gompagnunezh tud liesseurt, an Dud [[Aragorn]] ha [[Boromir]], an Elf [[Legolas]], ar C'horr [[Gimli]], an Hudour [[Gandalf]], hag an Hobbited all, [[Samwise Gamgee]], [[Meriadoc Brandybuck]] ha [[Peregrin Touk]]. Dre-se e teu anv al lodenn gentañ. Eil eil lodenn e konter ar pezh a c'hoarvezas pa voe rannet Kompagnunezh ar Walenn, gant Frodo ha Sam diouzh un tu, hag diouzh un tu all ar pezh a c'hoarvezas gant peurrest ar Gompagnunezh. Pep lodenn zo renet gant un Tour, ar pezh a ro titl an eil lodenn : ''an daou dour''. Titl an trede lodenn a zave da zisoc'h Brezel ar Walenn.