Imbourc'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
==Orin==
Da gentañ e oa kelaouenn dam-gefridiel ''[[Emsav Arar Bobl Vrezhon]]'' (EBV), a oa un danvez [[strollad politikel]] anezhañ, a oa bet savet da heul disparti [[Youenn Olier]] ha [[Paol Kalvez]] eus [[Emsav Stadel Breizh]] (ESB). Tennañ a rae an anv ''Emsav ar Bobl Vrezhon'' d'ur strollad berrbad all, [[Emsav Pobl Vreizh]], a oa bet krouet gant Youenn Olier e deroù ar bloavezhioù 1950. Pa zeuas er-maez ar gelaouenn Imbourc'h e miz Kerzu 1969 ne oa kaoz ebet a di-embann nag a relijion c'hoazh. Embannet e veze e stumm ur gelaouenn viziek, a oa er vent A4.
 
Buan e voe savet ur skourr sevenadurel da EBV : [[Skol An Emsav]]. Arouezius eo anv ar gevredigezh-se : o diazezerien o doa c'hoant da gas an danvez stourmerien vrezhon d'ar "skol" a-raok nad afent d'ar "Bobl", evel ma vezed troet d'ober, goude darvoudoù [[1968]] e [[Pariz]] hag e [[Breizh]]. Ar framm politikel EPV ne badas ket met ar framm sevenadurel pe "ar stourm evit ar yezh", SAE, a chomas hag he folitikerezh a veze displeget er gelaouenn.