Ofis publik ar brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedenn : Disc’hraet
Forzh petra...
Tikedenn : Dizober dre zorn
Linenn 31:
| '''Internet''' || [https://www.brezhoneg.bzh www.brezhoneg.bzh]
|}
'''Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB)''' (a-wezhioù Offis publik ar brezhoneg<ref>[https://www.ouest-france.fr/bretagne/ploemel-56400/ploemel-la-ville-signe-une-charte-pour-valoriser-l-apprentissage-du-breton-7165840 Ouest-France]</ref>) zo un diazezadur publik a genlabour sevenadurel (DPKS) bet krouet gant [[Rannvro Breizh]], [[Rannvro Broioù-al-Liger]], kuzulioù pemp departamant Breizh istorel hag ar [[Stad c'hall]] d'an [[17 a viz Gwengolo]] [[2010]] da gemer lec'h ar gevredigezh [[Ofis ar Brezhoneg]] adalek miz Here 2010<ref>{{cite web|url=http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/finistere/langue-bretonne-gagner-le-defi-de-l-enseignement-16-10-2010-1083424.php |title=''Le Télégramme'', 16/10/2010|accessdate=12/11/2021}}</ref>. Er bloaz [[1999]] e oa bet krouet Ofis ar brezhoneg diwar youl Rannvro Breizh. Abaoe 2004 e oa bet embannet fraezh c'hoant ar Rannvro da gemmañ ar statud a-benn sevel er un DPKS.
 
Brudañ ar yezh hag he skoazellañ d'en em zispakañ war holl dachennoù implij ur yezh zo e-touez kefridioù pennañ OPAB. Lakaat a ra an Ofis publik da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù publik a zo ezel eus an Diazezadur. Strivañ a ra da frammañ diorroadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek peurgetket. Perzh a gemer ivez, da vat, el labour pinvidikaat korpus ar yezh hag azasaat ar brezhoneg ouzh ezhommoù ar bed a-vremañ.