Amfitryon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
reolenn envel
Linenn 20:
Pterelaos, hennezh a oa ur roue hag en devoa ur vlevenn [[aour]] re-kreiz e vlev, hag evit e lazhañ e oa ret troc'hañ ar vlevenn vurzhudus-se. Gwashañ pezh a oa: n'haller ket kemer e gêr-benn ma chom bev. Dre chañs en doa ur verc'h.
 
Ha honnezh, ar verc'h-se, [[KomaetoKomaitho]] hec'h anv, a eas dra droc'hañ ar vlevenn diwar benn he zad, mann nemet dre garantez ouzh Amfitrion. Evit he zrugarekaat e lazhas Amfitrion ar verc'h treitour, hag e roas an inizi d'e genvrezelourien: [[Kefallenia]] da Gefalos, hag ar re all da Heleios.
 
Pa zistroas Amfitrion da Debai, hep bezañ kemennet e oa da erruout, e kavas iskis o welout ne oa ket souezhet e wreg Alkmena ouzh e welout. Rak hi a lavar e oa ganti en noz kent, hag ouzhpenn-se o deus lidet o eured a-benn ar fin en o gwele.