Quetzalcoatl : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
adlenn
Linenn 4:
 
Quetzalcoatl a oa unan eus an doueed pennañ e panteon an Azteked, war un dro gant [[Tlaloc]], [[Tezcatlipoca]] ha [[Huitzilopochtli]]. Doue an heol, an avel, an aer, hag an anaoudegezh e oa evit an [[Azteked]], ar re zo titouret ar gwellañ o c'hredennoù er mammennoù istorel. Doue ar blanedenn [[Gwener (planedenn=|Gwener]] e oa ivez, hag hini ar sav-heol, ar varc'hadourien, an arzoù, hag an artizaned. Doue patrom ar veleien e oa ouzhpenn, hag hini an deskadurezh<ref>Smith, 2003 p. 213</ref>. Daou zoue all, aroueziet ivez gant ar blanedenn Gwener, zo kevredet gant Quetzalcoatl : [[Tlaloc]] (doue ar glav), ha breur gevell Quetzalcoatl, [[Xolotl]], heñcher an anaon, ur penn ki outañ.
E mojennoù ar [[Mazateked|Vazateked]], an doue steredour [[Tlahuizcalpantecuhtli]], arouezetaroueziet ivez gant ar blanedenn Gwener, zo tost-kenañ da gQuetzalcoatl<ref>[http://www.mexicolore.co.uk/aztecs/aztefacts/god-with-the-longest-name "The god with the longest name?", www.mexicolore.co.uk</ref>
 
Dougen a ra en e gerc'henn ''ehēcacōzcatl'', "petral an avel", pe "bravig troellennek an avel". Ur grogenn vras troc'het dre an hanter e oa an tilsam-se ha douget e veze evel un dro-c'houzoug gant ar veleien vras moarvat, rak kavet ez eus bet seurt traezoù er bezioù e lec'hiennoù arkeologel e pep lec'h e [[Mezoamerika]]<ref>Stephan F. De Borhegyi, [https://www.penn.museum/sites/expedition/the-wine-gods-breastplate/|title= "The Wind God's Breastplate"], ''Expedition'', levrenn VIII-4, 1966 : "ar petral-se, arouez doue an avel, anvet an ehēcacōzcatl e nahouatleg ("bravig troellennek an avel") a veze graet o troc'hañ a-dreuz penn uhelañ ur grogenn vras, hag oc'h ober toulloù evit e lakaat a-istribilh ouzh ur gordenn. Hevelep petraloù kregad a veze lakaet e-pign ouzh delwennoù an doue e-unan pe douget gant ar veleien vras, dileuridi an doue-mañ war an Douar. Hervez mammennoù spagnol eus ar {{XVIvet kantved}} evel Fray Bernardino de Sahagun, [...] e veze miret an titl Quetzalcoatl d'ar veleien vras pe d'ar bontifed e-touez an Azteked hag annezidi all Mec'hiko. Ar re nemeto e oant a veze aotreet da zougen an ehēcacōzcatl, arouez an doue-se. Dibaot-kenañ eo an hevelep petraloù kregad-mor. E-mesk an nebeud re oa chomet war-lerc'h aloubadeg ar Spagnoled e oa distrujet ar pep brasañ gant menec'h re intampius. Un dornad hepken zo bet kavet gant arkeologourien".</ref>. Aroueziñ a rae hep mar tresoù gwelet er c'horventennoù, er c'horc'hwezhadoù poultrenn, er c'hregad, hag er poulldroennoù, nerzhioù dezho ur ster e [[mitologiezh an Azteked]]. Tresadennoù Codex a ziskouez Quetzalcoatl ha [[Xolotl]] gant pep a ''ehēcacōzcatl'' en-dro d'o gouzoug {{Daveoù a vank}}. <!--Additionally, at least one major cache of offerings includes kontilli hag idoloù kinklet gant arouezioù meur a zoue, ha lod en o mesk kinklet gant bravigoù eus an avel<ref>[http://www.mexicolore.co.uk/aztecs/artefacts/personified-knives|title= "Personified knives", www.mexicolore.co.uk</ref>.-->