Quetzalcoatl : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
adlenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
 
Ar roud kentañ eus azeulerezh an [[naer bluñvek]] a gaver e [[Templ an naer bluñvek (Teotihuacan)|Teotihuacan]] er c'hentañ kantved a-raok J.-K. pe goude J.-K.<ref>[http://archaeology.asu.edu/teo/intro/intrteo.htm "Teotihuacan: Introduction], ''Project Temple of Quetzalcoatl'', Instituto Nacional de Antropología e Historia, Mexico/ ASU, 2001</ref>.
Da lâret eo e [[Mezoamerika|diwezh ar prantad rakklasel]] pe e deroù ar prantad klasel (400 kent J.-K. – 600 goude J.-K.) eushervez ar [[Mezoamerika|gronologiezh vezoamerikan]]. Skignet e oa an azeulerezh-se e Mezoamerika a-bezh e [[Mezoamerika|diwezh ar prantad klasel]] (600–900&nbsp;goude J.-K.)<ref name="Ringle et al. 1998">Ringle et al., 1998</ref>. Er prantad goude-klasel (900–1519&nbsp;goude J.-K.) edo kalon azeulerezh an naer bluñvek e kreizenn relijius mec'hikan [[Cholula (Lec'hienn Mezoamerika)|Cholula]]. Er prantad-se e ouzer e oa bet anvet an doue-se ''Quetzalcōhuātl'' gant e azeulerien [[Nahouaed|nahouaat]]. E tolead ar [[mayaed|Vayaed]] e oa kevatal tamm-pe-damm gant [[Kukulkan]] ha [[Gukumatz]], anvioù a c'haller treiñ ivez tam-pe-damm evelgant "Naer bluñvek" e yezhoù mayaek disheñvel. Er prantad a heuilh [[aloubadeg an impalaeriezh aztek gant ar Spagnoled]] er {{XVIvet kanved}}, e skridoù zo, e oa liammet Quetzalcoatl ouzh [[Ce Acatl Topiltzin]], ur rener eus keoded mitek-hag-istorel [[Tollan]]. Breutaat a ra an istorourien da c'hoût betek peseurt poent e c'hall an danevelloù diwar-benn ar rener [[tolteked|toltek]] mojennel-se deskrivañ darvoudoù istorel<ref>Nicholson 2001, Carrasco 1982, Gillespie 1989, Florescano 2002</ref>. Ar mammennoù spagnolek abred skrivet gant kloer a zo goubezet da veskañ an doue-rener Quetzalcoatl en danevelloù-se gant [[Hernán Cortés]] pe [[Tomaz an abostol]]. Kement-se a laka ivez d'en em soñjal diwar-benn naoutur Quetzalcoatl<ref>Lafaye 1987, Townsend 2003, Martínez 1980, Phelan 1970</ref>.
<!--
-->