Oadvezh Taishō : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Tikedenn : Adkas nevez
 
Adkas dilemet davet Istor Japan#Japan a-vremañ
Tikedenn : Adkas dilamet
Linenn 1:
[[File:Coronation-Emperor-Taisho-Empress-Teimei-Japan-Times-15-September-1915.png|thumb|Pajenn gentañ ar ''Japan Times'' diwar-benn kurunadur an impalaer Taishō hag an impalaerez Teimei (15 a viz Gwengolo 1915)]]
#ADKAS [[Istor Japan#Japan a-vremañ]]
 
Berr-kenañ e voe an '''Oadvezh Taishō'''. A-hed ren an impalaer [[Taishō]] ([[1879]]-1926, ren 1912-1926) e troas Japan muioc'h war-du an [[demokratelezh]], ha kresket e voe he fouez war an dachenn etrebroadel.<br>
 
A-c'houde marv an impalaer Meiji e 1912 e voe tri fennmaodiern lerc'h-ouzh-lerc'h er gouarnamant, p'edo hennezh o klask ur c'hempouez etre ar ''genrō'' (元老 "henañ"), da lavaret eo politikerion war o leve a gendalc'he da guzuliañ an impalaer, hag ar bobl evel ma oa termenet e Bonreizh Impalaeriezh Japan<ref name="He">Henshall 2012.</ref>. [[Emsavadegoù ar Riz (1918)|Emsavadegoù ar Riz]] e [[1918]] a greñvaas galloud ar strolladoù politikel war an oligarkiezh a oa o ren<ref name="Pe" />. Ar ''[[Rikken Seiyūkai]]'' (立憲政友会 "Strollad Keneiled ar Gouarnamant Bonreizhel") hag ar ''[[Rikken Minseitō]]'' (立憲民政党 "Strollad Demokratel Bonreizhel") e oa an daou strollad pennañ e diwezh ar mare a voe anvet "Demokratelezh Taishō"<ref name="MWM">Meyer 2012.</ref>. Tamm-ha-tamm e oa bet roet muioc'h a frankiz d'ar Gambr Izel adalek [[1890]]<ref name="La">Large 2009.</ref>, hag adalek [[1925]] e c'hallas an holl wazed mouezhiañ. En hevelep bloaz avat e voe embannet an hini ziwezhañ eus ar rummad lezennoù anvet [[Lezenn evit mirout ar peoc'h]] (治安維持法 ''chian iji hō'', 1894-1925), a ziazeze kastizoù kriz war enebiezh an tu-kleiz<ref name="Pe">Perez 1998.</ref>.
 
A-du gant ar Gevredidi e savas Japan er [[Brezel-bed kentañ]], ar pezh a zegasas dezhi ur c'hresk burzhudus c'hoazh en armerzh ha trevadennoù e [[Meurvor Habask]] an Norzh, anezho [[Inizi Marshall]], [[Mariana an Norzh]], [[Palau]] ha [[Stadoù Kevreet Mikronezia]] hiziv<ref name="To">Totman, 2014</ref>. Unan eus sinerezed [[Feur-emglev Versailhez]] d'an [[11 a viz Du]] 1918 e voe Bro-Japan, koulz hag unan eus ar Stadoù a ziazezas [[Kevredigezh ar Broadoù]] e [[1920]].
 
Tri bloaz goude, e miz Gwengolo [[1923]], ur c'hren-douar a lazhas tremen 100&nbsp;000 a dud en Honshū, ha distrujet e voe tiez ouzhpenn tri milion a dud gant an tanioù-gwall a voe war e lerc'h<ref name="He" />.
 
==Sevenadur==
Stankoc'h-stankañ e voe an embann istorioù pobl e [[komz-plaen]], a oa bet boulc'het er marevezh kent, abalamour ma voe mui-ouzh-mui a dud gouest da lenn ha ma tigreskas priz al levrioù. A-douez skrivagnerion bennañ ar Marevezh Taishō e voe [[Akutagawa Ryūnosuke]] ([[1892]]-[[1927]]), [[Satō Haruo]] (1892-[[1964]]) ha [[Tanizaki Jun'ichirō]] ([[1886]]-[[1965]]). Kalz e skrivas Tanizaki, e meur a zoare levezonet gant lennegezh ar C'hornôg, met e deroù ar marevezh da-heul e skrivas meuleudi da sevenadur hengounel Japan dre e [[romant]] 蓼喰う虫 ''Tade kū mushi'' "Amprevaned debrerion <abbr title="Persicaria hydropiper">troadur</abbr>" ([[1929]])<ref name="To" />.
 
 
 
 
== Notennoù ==
{{Daveoù}}
 
 
{{Boest Istor Japan}}
{{Porched Japan}}
 
[[Rummad:Istor Japan]]