Ahel Roma-Berlin-Tokyo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q43056
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
An '''Ahel Roma-Berlin-Tokyo''' pe '''nerzhioù an Ahel''' ([[Alamaneg]]: ''Achsenmächte'', [[Italianeg]]: ''Potenze dell'Asse'', [[Japaneg]]: 枢軸国 ''Suujikukoku'', [[Hungareg]]: ''Tengelyhatalmak'', [[Roumaneg]]: ''Puterile Axei'', [[Bulgareg]]: ''Сили от Оста'') a vode ar broadoù a vrezelas a-enep ar [[Re Unanet an Eil Brezel Bed|Re Unanet]] e-pad an [[Eil Brezel-Bed]]. Anvet e oa an Ahel diwar anv an teir Stad pennañ eus an emglev : Alamagn an [[Nazi]]ed, Italia ar faskourien hag Impalaerezh ar Japan.
 
Da gentañ e oa sinet emglevioù mignoniezh etre Berlin ha Roma e miz Du 1936 hag etre Bro-Japan ha Berlin diwezhatoc'h. An [[Emglev enepkomintern]] etre Berlin ha Tokyo a oa sinet goude d'ar 25 a viz Du 1936, hag Italia er sinas ivez e miz Du 1937. E miz Mae 1939 e teuas an emglevioù mignoniezh etre Berlin ha Roma da vezañ ur gwir gevredad anvet an [[Emglev dir]] gant [[Benito Mussolini|Mussolini]]. Krouet e oa an Ahel da vat d'ar 27 a viz Gwengolo 1940 gant sinadur [[Emglev an tri zu]] etre an [[Trede Reich|Bro-Alamagn]], [[Japan|Impalaeriezh Bro-Japan]] ha [[Italia|Rouantelezh Italia]] a savas evel-se ur c'hevredad milourel. Da c'houde e teuas broioù all da vezañ ezel eus ar c'hevredad. Er c'hontrol diouzh nerzhioù [[Re Unanet an Eil Brezel Bed|ar Gevredidi]], Re an Ahel ne savjont ket taolioù bras gant an teir bro vras a oa diazez ar c'hevredad a-gevret : An trede Reich hag Italia a oa dister o emell war talbennoù Okeania hag [[Azia ar Gevred]] e-pad ar Brezel-bed – daoust ma oa sevenet kefredioù gant an arme alaman en [[Okeania]] a-raok da Vro-Japan disklêriañ ar brezel d'ar [[Stadoù-Unanet]] hag arme Bro-Japan ne gemeras ket perzh gant soudarded er brezel en Europa hag er Reter-Kreiz. Pa oa en e varr e kontrole an Ahel tachennoù ec'hon en Europa, en Afrika an Norzh hag en Azia. Echuiñ a reas an Eil Brezel-bed gant faezhidigezh he holl izili, diskar renadoù ar broioù a gemere perzh ennañ ha gant diwezh an emglev.
 
[[Rummad:Eil Brezel-bed]]