Oadvezh Taishō : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adkas dilemet davet Istor Japan#Japan a-vremañ
Tikedenn : Adkas dilamet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
frazenn digeriñ
 
Linenn 1:
[[File:Coronation-Emperor-Taisho-Empress-Teimei-Japan-Times-15-September-1915.png|thumb|Pajenn gentañ ar ''Japan Times'' diwar-benn kurunadur an impalaer Taishō hag an impalaerez Teimei (15 a viz Gwengolo 1915)]]
 
Berr-kenañ e voe anAn '''Oadvezh Taishō''' a oa un oadevezh berr-kenañ en istor [[Japan]], en {{XXvet kantved}}. A-hed ren an impalaer [[Taishō]] ([[1879]]-1926, ren 1912-1926) e troas Japan muioc'h war-du an [[demokratelezh]], ha kresket e voe he fouez war an dachenn etrebroadel.<br>
 
A-c'houde marv an impalaer Meiji e 1912 e voe tri fennmaodiern lerc'h-ouzh-lerc'h er gouarnamant, p'edo hennezh o klask ur c'hempouez etre ar ''genrō'' (元老 "henañ"), da lavaret eo politikerion war o leve a gendalc'he da guzuliañ an impalaer, hag ar bobl evel ma oa termenet e Bonreizh Impalaeriezh Japan<ref name="He">Henshall 2012.</ref>. [[Emsavadegoù ar Riz (1918)|Emsavadegoù ar Riz]] e [[1918]] a greñvaas galloud ar strolladoù politikel war an oligarkiezh a oa o ren<ref name="Pe" />. Ar ''[[Rikken Seiyūkai]]'' (立憲政友会 "Strollad Keneiled ar Gouarnamant Bonreizhel") hag ar ''[[Rikken Minseitō]]'' (立憲民政党 "Strollad Demokratel Bonreizhel") e oa an daou strollad pennañ e diwezh ar mare a voe anvet "Demokratelezh Taishō"<ref name="MWM">Meyer 2012.</ref>. Tamm-ha-tamm e oa bet roet muioc'h a frankiz d'ar Gambr Izel adalek [[1890]]<ref name="La">Large 2009.</ref>, hag adalek [[1925]] e c'hallas an holl wazed mouezhiañ. En hevelep bloaz avat e voe embannet an hini ziwezhañ eus ar rummad lezennoù anvet [[Lezenn evit mirout ar peoc'h]] (治安維持法 ''chian iji hō'', 1894-1925), a ziazeze kastizoù kriz war enebiezh an tu-kleiz<ref name="Pe">Perez 1998.</ref>.
Linenn 11:
==Sevenadur==
Stankoc'h-stankañ e voe an embann istorioù pobl e [[komz-plaen]], a oa bet boulc'het er marevezh kent, abalamour ma voe mui-ouzh-mui a dud gouest da lenn ha ma tigreskas priz al levrioù. A-douez skrivagnerion bennañ ar Marevezh Taishō e voe [[Akutagawa Ryūnosuke]] ([[1892]]-[[1927]]), [[Satō Haruo]] (1892-[[1964]]) ha [[Tanizaki Jun'ichirō]] ([[1886]]-[[1965]]). Kalz e skrivas Tanizaki, e meur a zoare levezonet gant lennegezh ar C'hornôg, met e deroù ar marevezh da-heul e skrivas meuleudi da sevenadur hengounel Japan dre e [[romant]] 蓼喰う虫 ''Tade kū mushi'' "Amprevaned debrerion <abbr title="Persicaria hydropiper">troadur</abbr>" ([[1929]])<ref name="To" />.