Impalaeriezh Habsbourg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[File:Europe 1783-1792 en.png|thumb|upright|300px|an Impalaeriezh Habsbourg da vare marv [[Joseph II an Impalaeriezh Santel|Jozef II]] e 1790. Al linenn ruz a ziskouez harzoù an [[Impalaeriezh santel]].]]
 
An '''Impalaeriezh Habsbourg''' (''Habsburgerreich'' en [[alamaneg]]) pe '''Monarkiezh Habsbourg''' (''Habsburgermonarchie'' en alamaneg), anvet ivez '''Monarkiezh an Danav''' (''Donaumonarchie'' en alamaneg) e oa anv douaroù ha rouantelezhioù an [[Tiegezh Habsburg]], re lignez Aostria peurgetket. En [[istoriografiezh]] e vez graet alies gant '''[[Aostria]]''', '''Aostrian''' hag '''Aostrianed''' evel berradur ''pars pro toto'' evit an Impalaeriezh Habsbourg. Eus 1438 da 1806 (Warwar-bouez etre 1742 ha 1745), penn tiegezh an Habsbourged a oa ivez Impalaer an [[Impalaeriezh santel roman german]]. Koulskoude ne seller ket ouzh Stadoù an Impalaeriezh santel, renet gant o dinastiezh dezhe o-unan (ha strizh-kenañ aotrouniezh an impalaer warne), evel lodennoù eus ar pezh a anver an Impalaeriezh Habsbourg.
 
Kregiñ a reas istor an Impalaeriezh Habsbourg pa oavoe dilennet [[Rudolf Iañ Germania|Rudolf I{{añ}}]] evel [[Roue Germania]] e 1273 ha pa zeuas [[Dugelezh Aostria]] e daouarn e diegezh e 1282. E 1482, [[Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel|Masimilian I{{añ}}]] a resevas an [[Izelvroioù Habsbourg|Izelvroioù]] dre eured. Edo an div vro en Impalaeriezh santel ha tremen a rejont d'e vab-bihan ha d'e hêr, [[Karl V an Impalaeriezh Santel|Charlez V]]. Hemañ a resevas ivez dre hêrezh [[Rouantelezh Spagn]] hag he zrevadennoù ha ren a reas war an Impalaeriezh Habsbourg pa oa en he ment brasañ. Goude dilez Charlez V e 1556 e oa rannet douaroù an Habsbourged etre e vreur [[Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel|Ferdinand I{{añ}}]], a rene en e anv en Aostria abaoe 1521, hag a oa roue dilennet [[Rouantelezh Hungaria (1526–1867)|Rouantelezh Hungaria]] ha [[Rouantelezh Bohemia (1526–1648)|roue Bohemia]] abaoe 1526, hag e vab [[Fulup II Spagn]]. Mont a reas lignez Spagn (a zalc'he Rouantelezh Spagn, Portugal, an Izelvroioù, BourgogneBourgogn, ha broioù en Italia) da get e 1700. En em rannañ a reas lignez Aostria (a zalc'he ivez tron an Impalaeriezh santel, Hungaria, Bohemia, hag o c'hurunennoù) etre skourroù disheñvel eus 1564 da 1665.
 
Un unaniezh kurunennoù e oa an Impalaeriezh Habsbourg eta, hep bonreizh pe ensavadur boutin estroc'h evit lez an Habsbourged hec'h-unan, ha dalc'hoù e-barzh hag e diavaez an Impalaeriezh santel na oant unanet nemet dre o rieg. E deroù an {{XIXvet kantved}} e startaas al liammoù etre ar broioù-se pa oa unanet douaroù an Habsbourged en un doare furmek e 1804 e-barzh [[Impalaeriezh Aostria]]. Homañ a zeuas da vezañ [[Aostria-Hungaria|Impalaeriezh Aostria-Hungaria]] eus 1867 da 1918<ref>Lec'hienn Vienna ; {{Cite web |title=Archived copy |url=http://www.wien-vienna.com/austrohungary.php |url-status=dead |archive-url=https://web.archive.org/web/20111123182839/http://www.wien-vienna.com/austrohungary.php |archive-date=2011-11-23 |access-date=2011-09-11}}</ref><ref name="Britannica AH">''Encyclopædia Britannica'' enlinenn, pennad Austria-Hungary; http://www.britannica.com/EBchecked/topic/44386/Austria-Hungary</ref>. Kouezhañ a reas an Impalaeriezh en he foull an Impalaeriezh neuze goude bezañ koll er [[Brezel-bed kentañ]].
 
En istoriografiezh e reer alies Aostria eus an Impalaeriezh Habsbourg (hini lignez Aostria) dre [[metonimiezh|vetonimiezh]]. War-dro 1700 e raed dija gant ''monarchia austriaca'' e latin (yezh an darempredoù etrebroadel d'ar c'houlz-se c'hoazh)<ref name="Hochedlinger 9">{{Harvnb|Hochedlinger|2013|p=9}}.</ref>. En impalaeriezhImpalaeriezh santel hepken e oa douaroù an Habsbourged a oa enne an dalc'h orin deuet dre hêrezh, an ''[[Erblande]]'', a-raok 1526, douaroù kurunenn Bohemia, an [[Izelvroioù spagnol]] etre 1714 ha 1794, ha dalc'hoù en Italia. E diavaez an ImapaleriezhImpaleriezh santel edo : douaroù kurunenn Hungaria hag an aloubadegoù graet diwar-goust an [[Impalaeriezh otoman]]. Edo kêr-benn an dinastiezh e [[Vienna]], nemet etre 1583 ha 1611, pa oa e [[Praha]]<ref name="HHus">"Czech Republic – Historic Centre of Prague (1992)" Heindorffhus, August 2007, [http://worldheritage.heindorffhus.dk/frame-CzechRepPrague.htm HeindorffHus-Czech] {{webarchive|url=https://archive.today/20070320190321/http://worldheritage.heindorffhus.dk/frame-CzechRepPrague.htm |date=2007-03-20 }}.</ref>.
 
<!--
Linenn 60:
==Levrioù da lenn==
{{Refbegin}}
* [[Jean Bérenger|Bérenger, Jean]]. ''Histoire de l'Empire des Habsbourg (1273-1918)'', Fayard, 1990
* [[Jean Bérenger|Bérenger, Jean]]. ''A History of the Habsburg Empire, 1273–1700'' (Routledge, 2013)
* [[Jean Bérenger|Bérenger, Jean]]. ''A History of the Habsburg Empire, 1700–1918'' (Routledge, 2014)