Tourterez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Un '''dourterez''' zo un ostilh [[Seziz|seziz]] eus an amzer dremenet a veze implijet da ziskar murioù maen pe da doullañ dorioù prenn. En he stumm eeunañ, un dourterez n'eo nemet ur c'hef koad bras ha pounner douget gant meur a zen ha taolet gant nerzh ouzh he fal. Tourterezioù kempleshoc'h a oa gwarezet gant un doenn ouzh an tan pe ouzh ar mein, ar [[saezh]]où ha kement a c'halled bannañ ouzh an dougerien. Rodoù a c'halle bezañ lakaet outañ ha dindan an doenn e veze istribilhet an dourterez war-bouez chadennoù pe kerdin. Penn an tourterezioù a c'halle bezañ graet gant metal ha kinklet.
 
Ostilhoù brezel efedus e oa an tourterezioù rak ar pezh a yae d'ober ar murioù a c'hiz kozh evel mein pe brikennoù a c'halle terriñ pa vezentveze skoet gant nerzh. Dre forzh skeiñ e vrasae ar faoutoù betek krouiñ un toull. Pa veze toullet ar murioù pe diskaret un tamm anezhe e c'halle an arsailherien tennañ o mad eus an hent digoret da argadiñ an difennerien.
 
Pa grogas an armeoù da ober gant kanolioù seziz er Grennamzer e tigreskas da vat talvoudegezh an tourterezioù er sezizoù rak dañjerusoc'h e oant da implij (ret e oa tostaat d'an enebourien) ha ne oant ket ken galloudus. Stummoù bihanoc'h ha douget gant an dorn eus an tourterezioù a vez implijet hiziv an deiz gant ar polis da zigeriñ dorojoù prennet.
Linenn 33:
Alternatives to the battering ram included the [[drill]], the sapper's mouse, the pick, the [[siege hook]], and the hunting ram. These devices were smaller than a ram and could be used in confined spaces.
-->
 
 
==Notennoù==
{{Daveoù}}
 
[[Rummad:ostilhoùOstilhoù seziz]]