Iron Man : diforc'h etre ar stummoù

14 okted ouzhpennet ,  4 miz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
|Enebour(ien) = [[Godzilla]], [[HYDRA]], [[Loki]]
}}
'''Iron Man''' a zo ur [[Gourharoz|gourharoz]] [[SUA|stadunanat]]. Embannet ar [[comic|c'homic books]] ma konter e droioù-kaer gant [[Marvel Comics]]. Gwelet e voe evit ar wech kentañ en ''[[Tales of Suspense]]'' #39 (miz Meurzh [[1963]]). Krouet eo bet gant an daou senarioour [[Stan Lee]] ha [[Larry Lieber]] ha gant an dreserien [[Don Heck]] ha [[Jack Kirby]].
 
'''Anthony Edward Stark''', anvet Tony peurliesañ, eo an den a wisk houarnwisk ruz ha melen Iron Man. Un ijinelour hag un ijinour eo. Gloazet da vat e voe e galon pa voe skrapet. D'ar mare-se e klaskas an dud o doa tapet anezhañ lakaat anezhañ da sevel un arm a zistruj bras evito. Met e-lec'h hen ober e savas an houarnwiks a implijas da dech'out kuit. Goude-se e tivizas kenderc'hel da implijout an houarnwisk-se ha gwareziñ ar bed gant an anv Iron Man. Gant e embregerezh anvet [[Stark Industries]] e krou Tony armoù hag ivez e houarnwisk hag an armoù stag outañ. Pa voe krouet e oa an digarez en doa kavet Stan Lee a-benn lakaat ar gaoaz war ar Brezel yen ha perzh an teknologiezhioù hag an embregerezhioù amerikan ennañ. Hiziv an deiz e stourm Iron Man ouzh torfedourien liesseurt hag ouzh sponterien.
18 593

kemm