Subduktadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Zone de subduction djareku.png|thumb|upright=2|Berrdres un takad islinkañ]]
'''Subduktadur''' pe '''Islinkadur'''<ref>[[Ofis publik ar brezhoneg|TermOfis]] ha [[Geriadur Ménard]]/ ''subduction''.</ref> a ra an [[douaroniezh|douaroniourien]] eus sankadur ur [[tektonik ar plakennoù|blakenn dektonek]] e [[mantell (geologiezh)|mantell]] an [[Douar (planedenn)|Douar]]. Ur [[maengelc'h veurvor|blakenn veurvor]] a vez eus ar blakenn a spluj peurvuiañ. Gallout a ra splujañ dindan ur [[maengelc'h kevandir|blakenn gevandir]] pe ur blakenn veurvor all.
 
Gant [[plakenn dektonek|plakennoù maengelc'h]] eo savet gorre an Douar. Kalet eo ar plakennoù-se, dilec'hiet e vezont e-keñver ar re all. ''Kevandirel'' pe ''meurvorel'' e c'hallont bezañ. E live ar [[keinenn (geologiezh)|c'heinennoù meurvor]] e kenforc'h ar plakennoù, ha krouet e vez ul leurenn veurvor a vrasa gorread ar meurvorioù. Dre m'eo digemm gorread an Douar eo ret eo ez afe kuit al leurenn veurvor d'ul lec'h bennak all. Kement-se a vez stadet en takadoù islinkañ, ma spluj ar plakennoù meurvor e diabarzh ar voul Douar.
Linenn 6:
Moan, tomm ha skañv eo ar plakennoù veurvor a zo ganet e live ar c'heinennoù. En ur goshaat e teuont da vezañ yenoc'h-yenañ dindan levezon ar mor. Tevoc'h ha pounneroc'h e teuont da vezañ, betek bezañ douesoc'h eget an [[astenosfer]] (ar vantell domm). Sachet int neuze etrezek an donderioù gant o fouez e live an takadoù islinkañ. Ar reizhiad-se eo unan eus abegoù pennañ fiñvoù ar plakennoù war gorre an Douar. Displegañ a ra perak e fiñv ar plakennoù meurvor betek al lec'h ma splujont dre islinkadur.
 
==NotennùNotennoù==
{{Daveoù}}
[[Rummad:Tektonek]]
[[Rummad:Geologiezh]]
 
[[sk:Subdukcia]]