Subduktadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kaset eo bet ar bajenn Islinkadur da Subduktadur gant Kadwalan dreist un adkas: nullañ ur c'hemm na gemer ket e kont ali ar re all
Adlakaet ger Diwan ha ar reizhadennoù hag al liammoù a oa bet diverket ouzhpenn ! Hag a-benn a fin kresket ha gwellaet danvez ar pennad ivez.
Linenn 1:
[[File:Takad islinkadur.png|right|border]]
Ar '''subduktadur'''<ref>[https://www.brezhoneg21.com/geriadurGB.php Kreizenn ar geriaouiñ, Dictionnaire breton des sciences et des techniques]</ref> pe '''islinkadur'''<ref>[[Ofis publik ar brezhoneg|TermOfis]] ha [[Geriadur Ménard]]/ ''subduction''.</ref> zo un argerzh geologek hag a [[kelc'hiad geokimiek|adkelc'h]] [[litosferenn|litosferenn ar meurvorioù]] e-barzh [[mantell an Douar]] el lec'h ma tosta bevenn ar plakennoù tektonek an eil ouzh eben. Pa'n em gav litosferenn oseanek ur [[plakenn dektonek|blakenn dektonek]] gant litosferenn un eil plakenn ha n'eo ket ken fetis an danvez anezhi, ar blakenn bounnerañ a sank dindan an eil e-barzh mantell an Douar. Ul lec'h ma c'hoarvez an argerzh-se zo anavet evel un '''takad subduktadur'''. Argerzh ar subduktadur en deus krouet ar pep brasañ eus kreunenn kevandirioù an Douar<ref>{{citation|doi=10.1029/2001RG000108|title=Subduction zones|journal=Reviews of Geophysics|volume=40|issue=4|pages=1012|year=2002|last1=Stern|first1=Robert J.|bibcode=2002RvGeo..40.1012S|s2cid=247695067 }}</ref>. Muzuliet e vez ar feurioù subduktadur e kantimetr dre vloaz, gant ur feur keitat zo etre daou hag eizh kantimetr bep bloaz a-hed ar pep brasañ eus ar bevennoù plakennoù<ref>{{Cite book|last=Defant |first=M. J. |year=1998 |title=Voyage of Discovery: From the Big Bang to the Ice Age |publisher=Mancorp |page=325|isbn=978-0-931541-61-2 }}</ref>.
'''Islinkadur'''<ref>[[Ofis publik ar brezhoneg|TermOfis]] ha [[Geriadur Ménard]]/ ''subduction''.</ref> a ra an [[douaroniezh|douaroniourien]] eus sankadur ur [[tektonik ar plakennoù|blakenn dektonek]] e [[mantell (geologiezh)|mantell]] an [[Douar (planedenn)|Douar]]. Ur [[maengelc'h veurvor|blakenn veurvor]] a vez eus ar blakenn a spluj peurvuiañ. Gallout a ra splujañ dindan ur [[maengelc'h kevandir|blakenn gevandir]] pe ur blakenn veurvor all.
 
Gallout a ra ar subduktadur c'hoarvezout abalamour ma'z eo un tamm fetisoc'h litosferenn yen ha reut ar meurvorioù evit an [[astenosferenn]] tomm ha gwak zo dindani. Ur wezh kroget e kendalc'h ar subduktadur en un doare stabil dreist-holl abalamour da flodusted fall al litosferenn fetis o sankañ er vantell. Sankañ a ra abalamour d'he fouez dreist-holl<ref>Stern, Robert J., "Subduction zones", ''Reviews of Geophysics'', 40 (4): 1012, 2002, p. 3.</ref>. Peurliesañ e vez ur blakenn okeanek hag a sank dindan ur blakenn kevandirel pe ur blakenn okeanek yaouankoc'h.
Gant [[plakenn dektonek|plakennoù maengelc'h]] eo savet gorre an Douar. Kalet eo ar plakennoù-se, dilec'hiet e vezont e-keñver ar re all. ''Kevandirel'' pe ''meurvorel'' e c'hallont bezañ. E live ar [[keinenn (geologiezh)|c'heinennoù meurvor]] e kenforc'h ar plakennoù, ha krouet e vez ul leurenn veurvor a vrasa gorread ar meurvorioù. Dre m'eo digemm gorread an Douar eo ret eo ez afe kuit al leurenn veurvor d'ul lec'h bennak all. Kement-se a vez stadet en takadoù islinkañ, ma spluj ar plakennoù meurvor e diabarzh ar voul Douar.
 
C'hoarvez a ra [[kren-douar|krenoù-douar]] alies hed-ha-hed an takadoù subduktadur, ha [[liñvenn]]où laosket da vont gant ar blakenn o sankañ a atiz ar [[volkanegezh|volkanouriezh]] er blakenn a-us. Pa sank ar blakenn hervez ur [[korn skouer|c'horn skouer]], ar blakenn a-us a ziorren ur gouriz distummadurioù geologel : ar greunenn a deva, menezioù a gresk, ha [[metamorfegezh]] zo. Pa sank hervez ur c'horn sershoc'h e stumm [[diazad kilstourm|diazadoù kilstourm]] zoken<!--=back-arc basin--><ref>Stern, Robert J., "Subduction zones", ''Reviews of Geophysics'', 40 (4): 1012, 2002, p. 3.</ref>.
Moan, tomm ha skañv eo ar plakennoù veurvor a zo ganet e live ar c'heinennoù. En ur goshaat e teuont da vezañ yenoc'h-yenañ dindan levezon ar mor. Tevoc'h ha pounneroc'h e teuont da vezañ, betek bezañ douesoc'h eget an [[astenosfer]] (ar vantell domm). Sachet int neuze etrezek an donderioù gant o fouez e live an takadoù islinkañ. Ar reizhiad-se eo unan eus abegoù pennañ fiñvoù ar plakennoù war gorre an Douar. Displegañ a ra perak e fiñv ar plakennoù meurvor betek al lec'h ma splujont dre islinkadur.
 
==Subduktadur ha plakennoù tektonek ==
[[File:JuandeFucasubduction.jpg|thumb|upright=1.2|Plakenn Juan de Fuca a sank dindan plakenn Norzhamerika plate e [[Takad subduktadur Cascadia]]]]
[[File:Oceanic spreading.svg|right|thumb|upright=1.35|Plakennoù tektonek a sank didan re all, ar pezh a grou [[fozell vor|fozelloù mor]].]]
Hervez damkan ar plakennoù tektonek, [[litosferenn]] an Douar, e bluskenn reut diavaez, zo torret e chwezek [[plakenn dektonek]] vras ha meur a unan bihanoc'h. Dilec'hiañ a reont goustadik abalamour d'ar [[koñvektadur|c'hoñvektadur]] e-barzh [[mantell an Douar]] gwak zo dindane. Krouet eo an argerzh koñvektadur-se gant an tommder a zeu eus skinoberiantiz kalon an douar hag a dec'h eus diabarzh an Douar<ref>{{cite book |last1=Schmincke |first1=Hans-Ulrich |title=Volcanism |date=2003 |publisher=Springer |location=Berlin |isbn=9783540436508 |pages=13–20}}</ref>.
 
[[Kreunenn (douarouriezh)|Kreunenn]] skañv diavaez ha gwelead reut uhelañ [[mantell an Douar]] a ya d'ober al litosferenn. Tevder al litosferenn okeanek a ya eus un nebeud kilometroù pa vez yaouank, e-kichen ar c'hribennoù e-kreiz ar meurvorioù, betek kant kilometr pe war-dro evit al litosferoù okeanek koshañ{{sfn|Stern|2002|p=5}}. Litosferenn ar c'hevandirioù a ya betek 200 km tevder<ref>{{cite journal |last1=Rudnick |first1=Roberta L. |last2=McDonough |first2=William F. |last3=O'Connell |first3=Richard J. |title=Thermal structure, thickness and composition of continental lithosphere |journal=Chemical Geology |date=April 1998 |volume=145 |issue=3–4 |pages=395–411 |doi=10.1016/S0009-2541(97)00151-4|bibcode=1998ChGeo.145..395R }}</ref>. Yen ha reut a-walc'h eo al litosferenn e-keñver an [[astenosferenn]] dindani, hag abalamour da se e fiñv ar plakennoù tektonek evel korfoù solut o flodañ war-c'horre an astenosferenn. Alies ez eus takadoù litosferenn okeanek ha litosferenn gevandirel en ur memes plakenn dektonek.
 
An takadoù subduktadur eo al lec'hioù ma sank litosferenn yen ar meurvorioù dindan ar vantell ha ma vez adkelc'hiet{{sfn|Stern|2002}}<ref>{{cite journal|last1=Zheng|first1=YF|last2=Chen|first2=YX|year=2016|title=Continental versus oceanic subduction zones|journal=National Science Review|volume=3|issue=4|pages=495–519|doi=10.1093/nsr/nww049|doi-access=free}}</ref>. Kavout a reer anezhe war vevenn ar plakennoù a stok an eil ouzh eben, el lec'h ma stok litosferenn okeanek ur blakenn ouzh litosferenn ur blakenn all ha n'eo ket ken fetis. Sankaña ra ar blakenn bounnerañ hervez ur c'horn, dezhañ etre 25° ha 75° e-keñver gorre an Douar<ref>{{cite journal |last1=Tovish |first1=Aaron |last2=Schubert |first2=Gerald |last3=Luyendyk |first3=Bruce P. |title=Mantle flow pressure and the angle of subduction: Non-Newtonian corner flows |journal=Journal of Geophysical Research: Solid Earth |date=10 December 1978 |volume=83 |issue=B12 |pages=5892–5898 |doi=10.1029/JB083iB12p05892|bibcode=1978JGR....83.5892T }}</ref>. Ar c'hemm gwrez etre al litosferenn hag an astenosferenn an hini eo a laka al litosferenn da sankañ, rak al listosferenn okeanek zo yenoc'h, hag abalamour da se e vez fetisoc'h{{sfn|Stern|2002|p=5}}<!-- Sterns dismisses the importance of the eclogite transition in driving subduction.-->. [[Gouelezenn]]où ha dour zo kaset gant an tamm litosferenn hag adkelc'hiet er vantell zon{{sfn|Stern|2002|p=15}}.
 
Poulzet gant al litosferenn okeanek e c'hall plakennoù kevandirel stekiñ an eil ouzh eben er memes doare tamm-pe-damm met neuze ne ya ket ar subduktadur en tu all da gant kilometr donder. Ker bras e vez ar gwask a zeu eus stokadenn an div blakenn gevandirel ma sav skantoù tektonek hag en em zistag diouzh mantell an Douar <!--(orin an des [[chaîne de montagnes|chaînes]] de collision assimilables à un [[Prisme d'accrétion|prisme orogénique]])--> peotramant ma sav ar blakenn okeanek dreist ar blakenn gevandirel<!--(origine des zones ou des chaînes d'[[obduction]])--><ref>{{Ouvrage|auteur1=Damien Jaujard|titre=Géologie. Géodynamique - Pétrologie|sous-titre=Études de terrain|éditeur=Maloine|année=2020|passage=61-71|lire en ligne={{Google Livres|jbXnDwAAQBAJ}}}}</ref>.
 
==Notennoù==
{{Daveoù}}
 
[[Rummad:Tektonek]]
 
[[Rummad:TektonekTektonik]]
[[Rummad:Geologiezh]]