Subduktadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ur skeudenn vravoc'h
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
Hervez damkan ar plakennoù tektonek, [[litosferenn]] an Douar, e bluskenn reut diavaez, zo torret e chwezek [[plakenn dektonek]] vras ha meur a unan bihanoc'h. Dilec'hiañ a reont goustadik abalamour d'ar [[koñvektadur|c'hoñvektadur]] e-barzh [[mantell an Douar]] gwak zo dindane. Krouet eo an argerzh koñvektadur-se gant an tommder a zeu eus skinoberiantiz kalon an douar hag a dec'h eus diabarzh an Douar<ref>{{cite book |last1=Schmincke |first1=Hans-Ulrich |title=Volcanism |date=2003 |publisher=Springer |location=Berlin |isbn=9783540436508 |pages=13–20}}</ref>.
 
[[Kreunenn (douarouriezh)|Kreunenn]] skañv diavaez ha gwelead reut uhelañ [[mantell an Douar]] a ya d'ober al litosferenn. Tevder al litosferenn okeanek a ya eus un nebeud kilometroù pa vez yaouank, e-kichen ar c'hribennoù e-kreiz ar meurvorioù, betek kant kilometr pe war-dro evit al litosferoù okeanek koshañ{{sfn|<ref>Stern| 2002|, p=. 5}}</ref>. Litosferenn ar c'hevandirioù a ya betek 200 km tevder<ref>{{cite journal |last1=Rudnick |first1=Roberta L. |last2=McDonough |first2=William F. |last3=O'Connell |first3=Richard J. |title=Thermal structure, thickness and composition of continental lithosphere |journal=Chemical Geology |date=April 1998 |volume=145 |issue=3–4 |pages=395–411 |doi=10.1016/S0009-2541(97)00151-4|bibcode=1998ChGeo.145..395R }}</ref>. Yen ha reut a-walc'h eo al litosferenn e-keñver an [[astenosferenn]] dindani, hag abalamour da se e fiñv ar plakennoù tektonek evel korfoù solut o flodañ war-c'horre an astenosferenn. Alies ez eus takadoù litosferenn okeanek ha litosferenn gevandirel en ur memes plakenn dektonek.
 
An takadoù subduktadur eo al lec'hioù ma sank litosferenn yen ar meurvorioù dindan ar vantell ha ma vez adkelc'hiet{{sfn|<ref>Stern| 2002}}.</ref><ref>{{cite journal|last1=Zheng|first1=YF|last2=Chen|first2=YX|year=2016|title=Continental versus oceanic subduction zones|journal=National Science Review|volume=3|issue=4|pages=495–519|doi=10.1093/nsr/nww049|doi-access=free}}</ref>. Kavout a reer anezhe war vevenn ar plakennoù a stok an eil ouzh eben, el lec'h ma stok litosferenn okeanek ur blakenn ouzh litosferenn ur blakenn all ha n'eo ket ken fetis. Sankaña ra ar blakenn bounnerañ hervez ur c'horn, dezhañ etre 25° ha 75° e-keñver gorre an Douar<ref>{{cite journal |last1=Tovish |first1=Aaron |last2=Schubert |first2=Gerald |last3=Luyendyk |first3=Bruce P. |title=Mantle flow pressure and the angle of subduction: Non-Newtonian corner flows |journal=Journal of Geophysical Research: Solid Earth |date=10 December 1978 |volume=83 |issue=B12 |pages=5892–5898 |doi=10.1029/JB083iB12p05892|bibcode=1978JGR....83.5892T }}</ref>. Ar c'hemm gwrez etre al litosferenn hag an astenosferenn an hini eo a laka al litosferenn da sankañ, rak al listosferenn okeanek zo yenoc'h, hag abalamour da se e vez fetisoc'h{{sfn|<ref>Stern| 2002|, p=. 5}}.</ref><!-- Sterns dismisses the importance of the eclogite transition in driving subduction.-->. [[Gouelezenn]]où ha dour zo kaset gant an tamm litosferenn hag adkelc'hiet er vantell zon{{sfn|<ref>Stern| 2002|, p=. 15}}.</ref>.
 
Poulzet gant al litosferenn okeanek e c'hall plakennoù kevandirel stekiñ an eil ouzh eben er memes doare tamm-pe-damm met neuze ne ya ket ar subduktadur en tu all da gant kilometr donder. Ker bras e vez ar gwask a zeu eus stokadenn an div blakenn gevandirel ma sav skantoù tektonek hag en em zistag diouzh mantell an Douar <!--(orin an des [[chaîne de montagnes|chaînes]] de collision assimilables à un [[Prisme d'accrétion|prisme orogénique]])--> peotramant ma sav ar blakenn okeanek dreist ar blakenn gevandirel<!--(origine des zones ou des chaînes d'[[obduction]])--><ref>{{Ouvrage|auteur1=Damien Jaujard|titre=, ''Géologie. Géodynamique - Pétrologie|sous-titre=, Études de terrain|éditeur=Maloine|année='', 2020|passage=, pp. 61-71|lire en ligne={{Google Livres|jbXnDwAAQBAJ}}}}</ref>.
 
==Notennoù==