Irish Republican Brotherhood : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
An IRB oa ur gevredigezh kuzhet gant kalz a lezennoù hag ur reolennaoueg resis (un tammig evel ar frañmasoned). Ar gevredigezh-mañ a zo un emdroadur eus ar strolladoù Fenian. E bal: prientiñ un emsav hollek a-enep an arc'huber saoz. Dek bloaz goude ar grouidigezh, an IRB a grog da aozañ gwal-daolioù e [[Bro-Saoz]]. E miz Gwengolo [[1867]], ur bombezenn a zo stalliet e toull-bac'h e [[Manchester]] evit dieubiñ daou emsaver iwerzhonad. Un archer a voe lazhet e pad an taol ha tri den arestet ha kondaonet d'ar marv. Lezañvet e vint "Merzherien Manchester". Daou miz goude, un toull-bac'h e [[Londrez]] a voe bet taget, hag ugent den lazhet dindan ur moger distrujet.
 
Adalek [[1907]], goude ur prantad amzer hir e lec'h ma an IRB oa chomet kazi difiñv, [[Thomas Clarke|Thomas James Clarke]], a oa o vevañ abaoe [[1899]] er Stadoù-Unanet, a zo kaset e Iwerzhon gant strolladoù amerikan an IRB. Sikouret gant [[Seàn Mac Diarmada]], ret eo dezhañ adlañs an emsav ha dioren aozadurioù spierezh a-enep ar saozon. E-pad aozadur emsav an [[Emsavadeg Pask]], [[Padraig Pearse]], [[Joseph Mary Plunkett]] ha [[James Connolly]] oant e kuzul-uhel an IRB. Met an tachenn seveniñ a voe renet gant [[Thomas Clarke]], [[Seàn Mac Diarmada]] ha [[Denis Cullough]]. An IRB eo a aozas a renas an emsav, emsav trec'het gant ar saozon. Konadoniñ a rejont d'ar marv ar pennoù bev c'hoazh goude ar c'huitadenn.
 
Goude an enkadenn-se [[Michael Collins]] eo a zihun ar gevredigezh. Adaozañ a ra anezhañ en ur stumm kalz efedusoc'h ha dont a ra da vezañ penn dibar unan eus skouroù efedusoc'h an emsav. E-penn kentañ [[1920]], an arme-kuzh a loc'as ar brezel a-enep an arc'huber saoz. E [[1922]], goude kalz a dabutoù ha kalz a zilezoù, an Irish Republican Brotherhood a zo kenstaget hag enframmet en [[Irish Republican Army]].