Caligula : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Medisinerezh: ortho, replaced: .<ref>Philo Alexandria, ''On the Embassy to Gaius'' XIII</ref>{{,}}<ref>Seneca the Younger, ''On the Firmness of the Wise Person'' XVIII.1; Seneca the Younger, ''On Anger'' I.xx.8</ref> He using AWB
Linenn 17:
Hervez an holl testenioù deuet betek ennomp, e oa foll Caligula. N'eus nemet [[Plinius Kozh]] ha ne lar ger a se. N'ouzer ket avat pe ret eo kompren se evel ur skeudenn pe gwir eo e oa foll hervez ster ar medisinerezh. Ha diaes eo digejañ ar fedoù gwirion eus ar vojenn.<br>
Sur eo e kemmas e demz-spered a-daol-trumm, marteze diwar ur [[kleñved|c'hleñved]], hag e reas traoù a c'hall lakaat da grediñ en e follentez. Evit kadarnaat an impalaeriezh en doa krouet [[Aogust]] kehelerezh awen an impalaer (Genius Augusti). Desavet gant servijerien egiptat (gourmab bihan e oa da [[Mark Anton]], pried ar rouanez egiptat [[Kleopatra]]) e krede Kaligula e doue an [[Heol]] hag e lavare bezañ e enkorfadur. Ar re na blegent ket diouzhtu dirak e [[doueelezh]] a veze kaset d'ar marv. Kas a reas d'ar marv e genderv, Tiberius, e dad-kaer, e genderv all, [[Ptolemaus]] ha miliadoù a dud. Goulenn a rae ma vije lazhet an dud ar goustadikañ ar gwellañ. Lavaret a rae alies : ''Oderint, dum metuant'' (Ra vagint kasoni gant m'o do aon dirazon).
 
Adminios, aet da glask tabut gant e dad Cunobelinos, roue ar [[Katuvellaoned|Gatuvellaoned]] ha an [[Trinovantes|Drinobanted]], e oa aet da glask sikour gant Kaligula, o brometiñ sujidigezh an Drinobanted. An impalaer e savas un arme e ''[[Gesoriacum]]'', he lakas da dennañ gant taolerezed-mein etrezek ar mor, e zastumas kregin war an aod, hag e embannas e oa deut a-benn diouzh ar Mor.
 
=== Medisinerezh ===