Robert Barton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Robert Childers Barton (Iwerzhoneg: Riobárd Bartún), ganet e 1881 ha marvet d'an 10 a viz Eost 1975, oa ul lezennour hag ur c'hargad-stad a gemeras perzh en ...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Robert Childers Barton ([[Iwerzhoneg]]: Riobárd Bartún), ganet e [[1881]] ha marvet d'an [[10 Eost|10 a viz Eost]] [[1975]], oa ul lezennour, ur stourmer hag ur c'hargad-stad iwerzhonat a gemeras perzh en tabutoù evit sinadur ar feur-skrid iwerzhono-saoz. Hag evit-se e chomas gant ar c'hannaded iwerzhoniz en 22 Hans Place e Knightsbridge, eus an [[11 Here|11 a viz Here]] betek ar [[6 Kerzu|6 a viz Kerzu]] [[1921]]. E genderv oa [[Robert Erskine Childers]].
 
Ganet eo bet e ranvro [[Wicklow]] en ur familh protestant. Desket eo bet e [[Rugby]] ha [[Oxford]], ha dont a reas da vezañ un ofiser en Dublin Fusiliers pa darzhas ar c'hentañ brezel bed. Staliet e oa e Dulenn pa voe aozet [[emsavadeg Pask]] e [[1916]], ha reiñ a reas e zilez abalamour ma oa bet heuget gant moustrerezh ar saozon war an emsavidi iwerzhoned. Goude se e en em renkas barzh tu ar republikaned.