Focunates : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8:
# E 1768, d'Anville en e c'heografiezh eus an Henamzer a lakae o ziriad e traoñienn ar [[Sesia]].
# Walckenaer (1839) a skriv e terefe gwell anv-lec'h [[Focogna]] (e proviñs Verbano-Cusio-Ossola, en Italia). Merzet en doa Walckenaer e oa skrivet an anvioù meneget gant Plinius en un urzh a glote gant al lec'h ma oa ar pobloù. Ar Focunates zo meneget etre ar [[Genaunes]] hag ar [[Vindelici]]. Bro Focogna a seblant bezañ war dachenn al [[Leponti]] kentoc'h.
# Evel Formigé (1955) en e ziplegadennoù diwar-benn an Tropaeum Alpium, ar pep brasañ eus ar studiadennoù a vremañ ne ginnigont lec'h ebet evit ar Focunates, war-bouez hini Anreiter (1997) a ginnig e vefe bet o zachenn war lez ar stêr [[Inn]], er c'hornôg da ''[[Veldidena]]'' ([[ Wilten]] hiriv), e tolead [[Innsbruck]] (en [[Aostria]]).
 
En-dro dezho e oa pobloù all: ar [[Genauni]] en hanternoz , ar [[Venostes]] er c'hreisteiz, ar [[Breuni]] er reter, ar [[Vennones]] ha [[Calucones]] er c'hornôg.