Robert Barton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
E [[1918]] eo bet dilennet evit ar parlamant evel ezel eus ar strollad [[Sinn Féin]] evit ranvro Kornog [[Wicklow]]. Harzet e voe e miz C'hwevrer [[1919]] en abeg d'un emzalc'h dispac'hus. Met en em zivarc'hañ a reas diouzh toull-bac'h Mountjoy e pad devezh St. Patrick. Leuskel a reas ur gerig d'ar gouarnour e lec'h ma displege e oa aet kuit abalamour da ziskoñfort e doull-kambr. Ha goulenn a reas dezhañ e vefe losket e aferioù da gostez a-raok ma adkemerfe anezho. Adpaket eo bet e miz Genver [[1920]], kondaonet da deir bloaz toull-bac'h, met dieubet e-pad distaoliadeg meur miz Gouere [[1921]].
 
Roet eo bet dezhañ karg maodiern al labour douar ha diwezhatoc'h hini aferioù an estrenvro. Barton oa un ezel eus ar strollad kanaded kaset da Londrez evit tabutoù war ur feur-skrid hag e sinadur. Sinañ a reas ar skrid gant e strollad ar [[6 Kerzu|6 a viz Kerzu]] [[1921]], en ur laret diwar-benn an emglev "as the lesser of two outrages forced upon me and between which I had to choose" (dre vras: ar gwellañ gloaz etre div hag am eus bet da zibab etrezo". Met en desped da-se e en em renkas barzh tu [[Éamon de Valera]] e-pad ar brezel diabarzh.
 
Gounit a reas an dilennadegoù evit ar parlamant iwerzhonat e miz Even 1922, met ne gemeras ket e garg ha dilezel a reas ar bolitikerezh evit dont da vezañ barner. Ur c'harg en oa en Agricultural Credit Corporation eus [[1934]] betek [[1954]]. Barton a varvas en e di e-barzh ranvro [[Wicklow]] an 10 a viz Eost 1975, pa oa 94 bloaz. Barton oa an diwezhañ siner bev c'hoazh eus ar feur_skrid iwerzhono-saoz. [[Éamon de Valera]], hag a oa ivez endalc'het gant afer ar feur-skrid, a varvas 19 devezh diwezhatoc'h, an [[29 Eost|29 a viz Eost]] [[1975]].
 
Retrieved from "http://en.wikipedia.org/wiki/Robert_Barton"