Shogun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
 
==Istor ar shogunerezh==
===Seii Taishogun ar maread [[Heian]] (794-1185)===
'''Aloubadegoù an [[Emishi|Emishied]]:'''E-penn kentañ ar maread [[Heian]], an titl oa roet da bennoù milourel a renk priñsel nemet amzer a badfe ar brezelioù a-enep an Emishied (ur bobl hag a nac'he bezañ suj eus ar priñs Yamamoto). En o zouez ar shogun brudetañ oa [[Sakanoue no Tamuramaro]]. Trec'hiñ a reas an Emishied evit an impaler [[Kammu]]. Diwezhatoc'h er maread Heian, ur wech an Emishied embarzhet en impalaeriezh, ne voe ket muiñ implijet ar ger hag an titl er ster kozh.
 
'''Brezel ar Gempei:''' Met diwezhatoc'h er maread Heian, e-pad brezel ar Gempei, eo bet dilennet ur shogun ouzhpenn d'an hini gentañ. Pa [[Minamoto no Yoshinaka]] a skarzas an [[Taira|Tairaed]], eo bet diskleriet ''Asahi Sogun'' gant an impalaer [[Go-Shirakawa]]. Met pa glaskas kaout mestroniñ eus ar c'hlan Minamoto e voe lazhet gant e genderv [[Minamoto no Yoshitsune]] (breur [[Minamoto no Yoritomo]]). Ha goude-se e redias [[Go-Shirakawa]] d'e ziskleriañ ''Seii Taishogun''.
 
===Seii Taishogun er maread krennamzerel===
 
==Ar shogunerezh==
Graet e vez eus ar "shogunerezh" ar sistem e lec'h ma'mañ ar shogun e penn. Implijet e vez ivez ar ger "bakufu" hag a dalvez "ar c'harg e-barzh an deltenn" e japaneg. Lakaat a ra da sonjal d'ur gouarnamant prevez met aroueziñ a ra ivez ar fed ma oa ur c'harg da c'hortoz (e penn-kentañ d'an nebeutañ). Hag evel-just e weler an arouez brezelour gant mennoz an deltenn.