Shogun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 16:
'''Adreizhadur Kemmu:'''Pa voe diskaret shogunerezh Kamakura, e-pad adreizhadur Kemmu e [[1333]], ur shogun all a erruas: ar [[Priñs Moriyoshi]] (pe Morinaga), mab an impalaer [[Go-Daigo]]. Resevién a reas an titl a ''Seii Taishogun'' ha lakaet eo bet e-penn an arme. Met [[Takauji Ashikaga]] (diwezhatoc'h pennsaver shogunerezh Muromachi) a en em savas a-enep an impaler, herzel a reas ar priñs Moriyoshi ha breur Takauji, [[Tadayoshi Ashikaga]], a gasas ar priñs d'ar marv.
 
'''Shogunerezhioù Muromachi ha Edo:'''Estreget [[Minamoto no Yoritomo]], shogunerezh Kamakura a badas e-pad 150 bloaz, eus [[1192]] betek [[1333]]. N'eus nemet Ashigaka Takauji ha Tokugawa Ieyasu, diskennidi priñs Minamoto, hag a deujont a-benn da dapout titl ''Seii Taishogun'' ha da staliañ o ''bakufu''. Shogunerezh Ashigaka padas eus [[1338]] betek [[1573]], hag hini Tokugawa eus [[1603]] betek [[1868]]. (Sellet taolenn ar shoguned)
'''Shogunerezhioù Muromachi ha Edo:'''
 
Ar "shoguned tremeniat" (eus [[1568]] betek [[1598]]) na resevjont ket an titl a ''Seii Taishogun'' roet gant an impalaer, ha na stalijont ket a ''v/bakufu'', met dont a rejont a-benn da vestroniñ an impalaer hag ul lodenn vat eus [[Japan|Bro-Japan]].
 
An titl a ''Seii Taishogun'' a zo bet diskaret e-pad adreizhadur [[Meiji]] e [[1868]]. Er prantad-mañ eo bet adroet ar galloudoù d'an impalaer ha d'e velestradurezh.
 
==Ar shogunerezh==