Kerne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Tikedenn : Disc’hraet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
En em astenn a ra en div drederenn eus Su [[Penn-ar-Bed]], met un nebeud [[kumun|kumunioù]] eus ar [[Mor-Bihan]] (tro-dro da [[Gourin|C'hourin]]) hag un toullad brav a gumunioù eus [[mervent]] [[Aodoù-an-Arvor]] (adalek [[Mur]] betek [[Menez Are]]) zo e Kerne ivez. [[Kêr-benn]] ar [[Kontelezh|gontelezh kozh]] hag an eskopti eo [[Kemper]]. Sellet e vez ouzh [[Brezhoneg Kerne|brezhoneg Kerne]] evel ouzh unan eus an teir [[rannyezh]] a ya d'ober ar c'h[[KLT]] (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).
 
[[Image:Flag-Pays-Cornouaille.svgpng|thumb|180px|right|[[Banniel Bro Gerne]]]]
 
Kenorin eo an anv "Kerne(v)"-se gant hini [[Kernev-Veur]] : "Kernow". Anv ar rannvro vreizhveuriek a zo bet roet en tu-mañ d'ar mor ivez, met n'ouzer ket perak eo bet doublet lies a anvioù bro e Breizh-Veur hag e [[Galia]] (Domnonea, da skouer, [[Devon]]). E [[latin]] e vez graet gant "Cornugallia", pe a-wechoù "Cornubia".