Girolamo Savonarola : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
 
==Yaouankiz==
Abred kennañ, Savonarola a voe dedennet gant ar c'hudennadurioù hag ar brederioù relijiel en ur studiañ ar [[Bibl]] hag oberenn [[Aristoteles]]. Studiañ a reas e skol-veur Ferrare e lec'h ma dapas un diplom a ziwar-benn an arzoù. Endeo e c'heller santout e sav-poentoù enepkloer e-barzh ur barzhoneg, anvet ''De Ruina Mundi'', a skrivas pa oa 20 bloaz. An destenn a zo diwar-benn distujañ ar bed. Er memes prantad, e dibabas mont war zu ur vuhez speredel, hag e varzhoneg De Ruina Ecclesia (skrivet e 1475) a ziskouez an dismegañs en eus war ar gloer roman. Termeniñ a ra ar rummad-mañ evel "ur gast loc'hus ha gaouiat". E [[1475]], e deuas da vezañ [[dominikan]] ha mont a reas da vanati Sant Dominique eus [[Bologne]]. Kregiñ a reas da studiañ an [[doueoniezh]] (skol-veur [[Bologne]] a oa unan eus ar re wellañ er maread-mañ), goude mont a reas e manati [[Santez Maria-an-aheled]], ha diwezhatoc'h, e [[1482]] e voe kaset da [[Firenze]] gant e urzh manac'hel. D'ar mare-se, e veze rebechet da Savonarola non-paz bezañ ur brezegenner hag ur c'homzer mat. Ar pezh a c'hellfe bezañ gwir peogwir ne en em lakas ket war-wel a-rak ar bloavezhioù [[1480]]. Ouzhpenn da-se n'eo ket bet remerket pa z'eas kuit eus ar ger italian evit distreiñ da [[Bologne|Vologne]]. Aze e grogas da gelenn ha dont a reas da vezañ mestr war ar studioù. E [[1490]], [[Giovanni Pico della Mirandola]] a c'houlennas dezhañ distreiñ da Firenze, e lec'h ma Savonarola a deuas da vezañ e gofesour.
 
==Esped e [[Firenze]]==