Girolamo Savonarola : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
 
==Toull-bac'h ha kastiz d'ar marv==
Eskumugnet eo bet Savonarola gant ar pab [[Aleksandr VI]] an [[23 Mae|23 a viz Mae]] [[1497]]. Hag e 1498 ar pab a goulenn e vefe harzet ha kaset d'ar marv. Tamal a rae dezhañ bezañ un divouderiendisivouderien, un diouganer, un dispac'her a-enep an Iliz ha d'ober fazioù ha da gemmañ ster an destennoù relijiel. Den ebet na c'hellas prouiñ e oa Savonarola un divouderiendisivouderien, estreget ar fed ma Savonarola a disklerias e oa levezonet e gomzoù gant Doue. Daou manac'h voe lazhet evit bezañ bet o heuliañ hag o difenn komzoù Savonarola diwar-benn e varegezhioù da ziouganañ.
 
Toull-bac'het e voe e-pad 50 devezh. Er c'houlz-mañ e voe boureviet div wech: ur wech gant tud ker [[Firenze]] hag ur wech all gant un den kaset eus [[Roma]]. Gant ur c'horf gloazet hag an div-wrec'h torret e dezrevellas steradurioù ar psalmoù. Ur steradur hag a levezono diwezhatoc'h an adreizhadurioù dominikan e [[Bro-Spagn]] (hugent bloaz a-raok [[Martin Luther|Luther]]) hag e [[Su-Amerika]].
 
Ur wech erruet devezh ar c'hastiz d'ar marv en eus bet keuz da vezañ bet laret, e-pad ar boureverzeh, ne oa ket aouennet gant Doue e-pad e ziouganoù. Diskleriañ a reas en oa c'hoant e vefe gouiet se gant an dud: laret en eus gevier abalamour d'an aon eus ar boureverezh. Goude-se e gomzas da Sylvestro ha Domenecio, an daou manac'h kondaonet d'ar marv gantañ. Lavar a reas dezho ne oa ket ret kaout aon eus ar marv pe bezañ trubuliet abalamour d'an doare da vervel, met ret eo asantiñ dibaboù Doue evito: "N'omp ket mestr war hor marvioù". Ha diskleriañ a reas ne vefe ket ret ober klemm pe dikleriañ e oant tud digablus, abalamour d'ar fed ma Jezuz-Krist, ur wech erruet war ar groaz, na reas ket.
 
Pa z'eont bet kaset er Palazzo de la Signoria, eo bet goulennet dezho gant dominikaned tennañ ar gwiskamantoù dominikan kuitas d'an urzh relijiel koll e enor. Met Savonarola a respontas dezho: "O reiñ deoc'h ne rin ket, met tu zo deoc'h o gemer". Goude-se ur c'hannad eus ar pab a deuas d'o lar e oan kondaonet evel disivouderien ha diforc'herien eus ar relijion ha dre-se skarzet eus an Iliz stourmer ha trec'h hag eus Iliz an Douar hag an Neñvoù. Savonarola a respontas e c'helfe o skarzañ eus an hini gentañ (an Iliz amzeriat) met ket eus an eil, rak warni mab-den n'eus mestroniñ ebet.Goude-se kannad ar pab a laras dezho e oant bet digabluset gant [[Aleksandr VI]] dre un induljañs peurvat profet dezho. Dre-se e erruint d'ar baradoz hep tremen dre kastizoù ar purgator.
 
[[Rummad:Politikouriezh Italia|Savonarola, Girolamo]]