Girolamo Savonarola : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 28:
Pa z'eont bet kaset er Palazzo de la Signoria, eo bet goulennet dezho gant dominikaned tennañ ar gwiskamantoù dominikan kuitas d'an urzh relijiel koll e enor. Met Savonarola a respontas dezho: "O reiñ deoc'h ne rin ket, met tu zo deoc'h o gemer". Goude-se ur c'hannad eus ar pab a deuas d'o lar e oan kondaonet evel disivouderien ha diforc'herien eus ar relijion ha dre-se skarzet eus an Iliz stourmer ha trec'h hag eus Iliz an Douar hag an Neñvoù. Savonarola a respontas e c'helfe o skarzañ eus an hini gentañ (an Iliz amzeriat) met ket eus an eil, rak warni mab-den n'eus mestroniñ ebet.Goude-se kannad ar pab a laras dezho e oant bet digabluset gant [[Aleksandr VI]] dre un induljañs peurvat profet dezho. Dre-se e erruint d'ar baradoz hep tremen dre kastizoù ar purgator.
 
Krouget ha devet war ur geuneudeg int bet war ar blasenn e lec'h ma oa bet savet "keneudeg ar fougeoù". Ar bourevien en ije laret da Savonarola "hiziv an neb a fele dezhañ deviñ ac'hanon a vez profet d'an tan". [[Niccolò Machiavelli]] viche deuet da welet marv Savonarola. Goude-se ar familh Medici a zistroas da gemer ar galloud e [[Firenze]]. Met memes goude e varv, Savonarola a dalc'has ul levezon kreñv awalc'h war ar ger italian. Da skouer Botticelli na livas ket muiñ a dud e noaz war e daolennoù. Ur blakenn a zo bet lakaet war leur ar Piazza della Signoria e Firenze evit diskouez pelec'h oa keuneudeg Savonarola. Hiziv an deiz an diouganer a zo azeulet c'hoazh gant ul lodenn bihan a annezidi eus [[Firenze]].
 
==Levrlennadur==
*''Sermones Quadragesimales super Archam Noe''. Venezia, Pietro de' Nicolini da Sabio per Francesco e Michele Tramezzino, [[1536]]. Holl sarmonoù Savonarola zo bet biskrivet gant selaouerien'zo, hag embannet int bet gant ar breudeur Tramezines e [[Venezia]].
*''Les Héros de la Foi'' gant Orlando Boyer embannadurioù VIDA.
*''Savoir mourir : les derniers jours de Savonarola'', Ivan Illich, testenn lakaet e levr gant David Cayley goude tabutoù ha kaozadennoù gant Ivan Illich e [[1996]].
 
 
[[Rummad:Politikouriezh Italia|Savonarola, Girolamo]]