Juluan II : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: esaouenn using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{pennad zo|Juluan}}
[[File:Ioulianou autokratoros ta sozomena.tif|thumb|''Ioulianou autokratoros ta sozomena'', 1696]]
 
'''Juluan Aogust''', pe '''Flavius Claudius Iulianus Augustus''' hervez e anv latin, pe ''' Φλάβιος Κλαύδιος Ἰουλιανὸς Αὔγουστος''' e gregach (331 pe 332 – 363), anavezet ivez evel '''Juluan ar Renavi''' (pe ''an Abostad'') hervez ar c'hiz kristen, pe '''Juluan II''' (abalamour d'an impalaer [[Didius Julianus]] a renas en e raok), a oa [[Impalaeriezh roman|Impalaer Roma]] adalek 361 betek 363, hag ivez [[prederour]] ha skrivagner gregach. Stourm a reas ouzh ar gristenien.
'''Flavius Claudius Iulianus''' ([[henc'hresianeg]]: Ἰουλιανός), '''Julian ar Renavi''', pe c'hoazh '''Julian II''' (abalamour d'an impalaer [[Didius Julianus]] a renas en e raok) (331 – 26 a viz Mezheven 363) a oa un [[Roll an impalaerien roman|impalaer roman]] etre 361 to 363, koulz ag ur prederour ha skrivagner henc'hresianek.
 
Un niz da [[Constantinus Iañ]] e oa, ha dreistbevet en deus lazhadeg an tiegezh impalaerel aozet gant [[Constantius II]] e genderv. Julian a venas emzivad goude lazhadenn e dad e 337, hag e kreskas dindan evezh dizehan gant Constantius.<ref name=odla839>''Oxford Dictionary of Late Antiquity'', "Julian the Apostate", p. 839</ref> Hogen e voe aotre gant an impalaer da gas Julian da [[Hellaz]] ha deskiñ ar brederouriezh klasel. Dre se e teuas Julian da vout un den desket-bras, muioc'h eget e gempredidi.<ref name="Julian">{{cite web |url=https://www.britannica.com/biography/Julian-Roman-emperor |title=Julian |website=[[Encyclopædia Britannica Online]] |access-date=23 August 2018}}</ref> Constantius II a c'halvas Julian e 355 d'e harpañ evit ren an takad [[Gallia]]. Daoust ma ne oa ket skiant-prenet getoñ, e teuas a benn tizhout an amkan: adbountañ ar [[germaned|c'hermaned]] en tu arall d'ar [[Roen]].<ref name=odla839/> E 360 e voe dilennet impalaer gant e soudarded e [[Lutetia]] (Paris), o loc'hañ ur brezel keodedel gant Constantius. Hogen, Constantius a varvas a-raok ma c'halljont krogiñ un emgann etreze, ha Julian a deuas da vout impalaer d'e heul.
 
Julian a oa un tiern milourel, koulz ag un theosofour, ur c'hempennour sokial, hag ul lenneg bras.<ref>Glanville Downey, "Julian the Apostate at Antioch", ''Church History'', Vol. 8, No. 4 (December 1939), pp. 303–315. See p. 305.</ref> Ar rener digristen diwezhañ ag an impalaerezh e oa, ha splann e oa evitañ e oa dav adstaliañ an talvoudigezhioù a-gozh a republika Roman evit e saveteiñ ag an diskar.<ref>Athanassiadi, p. 88.</ref> Skarzhañ a reas ul lodenn vras eus izili ar melestradur uhel, a-raok klask adlakaat [[Relijion en Henroma|hengounoù relijiel an Henroma]] evit gwanaat ar [[kristeniezh|gristeniezh]]. Raktreset en devoa sevel an [[trede azeuldi]] e [[Jeruzalem|Jerusalem]] evit kreñvaat galloud ar yuzeved diwar-goust ar gristened.<ref name="Julian"/> Berzet e oa d'ar gristianed kelenn ha deskiñ al lennegezh klasel pa oa Julian o renañ.<ref>{{cite book|url= https://books.google.com/books?id=zSU_AQAAIAAJ|last=Potter|first=David|title= Rome in the Ancient World - From Romulus to Justinian|page=288|publisher= Thames & Hudson|year=2009|isbn= 978-0500251522}}</ref>
 
== Buez prevez ==