Gráinne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
'''Gráinne''' (distaget [ˈgrɒːnʲə]) a oa merc’h an tiern [[Cormac mac Airt]] e [[gwengelouriezh Iwerzhon]].
 
He zad en doa he dimezet da [[Fionn mac Cumhail]], ur brezelour kozh, met magañ a reas karantez diouzhtu ouzh ur paotr yaouank anvet [[Diarmuid]], pa welas anezhañ en o eured. Strobinellet e voe ar paotr ganti, evito da vont kuit a-gevret. Tec’hout a rejont dirak Fionn, e-pad pell, skoazellet gant [[AengusÓengus Óg]], leztad Diarmuid.
 
A-benn ar fin e voe pardonet dezho gant Fionn, war-lerc’h ma vije bet Aengus Óg oc’h erbediñ evito. En em ziazezañ a reas ar c’houblad e [[Ciarraí]] ha pemp a vugale o devoe.