Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{peurunvan}}
 
Al '''Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ [[keodedour]]ien''' (''Loi sur la constitution civile du clergé'') votet d'an 12 a viz Gouere gant an [[Dael vonreizhañ broadel]] (Assemblée nationale constituante) a zo he fal "constituer" [[kloareg|kloer]] [[Bro-C'hall]] evel keodedourien, d.l.e. sevel anezho evel keodedourien gant ur statud lezennel.<br/>
N'eo ket kaoz eus ur [[bonreizh|vonreizh]] bennak. Ur fazi bras a vez graet pa vez troet anv al lezenn gant ''Bonreizh ar gloer'' pe souezhuzoc'h ''Lezenn sivil ar veleien'' (biskoazh kement-all !).<br/>
E galleg a-vremañ, anv al lezenn a vije marteze : ''Loi pour conférer un statut de citoyen aux membres du clergé''.<br/>
Araok al lezenn-mañ, ar gloer a oa dindan beli lezennel diabarzh an [[Iliz katolik roman]] hag e oa difennet ouzho dimeziñ, legadiñ o madoù d'o familh, ober o annez diouzh o grad hag e oa [[lez-varn|lezioù-barn]] ispisial evito, an "[[fr:officialité|officialités]]" diouzh o anv.
 
Al lezenn a reas da bep kloareg, [[eskop]], [[beleg]], [[manac'h]], lean, leanez, ar [[gwirioù keodedel]] hag e oe posubl dezho lezel o fostoù pe o strollegezhioù manatiel.<br/>